Victoria von Sachsen-Coburg-Saalfeld
Victoria von Sachsen-Coburg-Saalfeld[1](1786 - 1861), a oa ur briñsez alaman, merc'h da Franz von Sachsen-Coburg-Saalfeld ha da Augusta von Reuss zu Ebersdorf. Div wech e timezas.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa d'ar 17 a viz Eost 1786, ha pevare merc'h ha seizhvet bugel he zud e oa-hi.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Kerzu 1803 e timezas e Coburg da Emich Carl von Leiningen (1763-1814). E eil pried e oa-hi dezhañ. An hini gentañ, Henrietta von Reuss-Ebersdorf, a oa moereb dezhi. Daou vugel o doe :
- Carl Friedrich Wilhelm Emich
- Feodora (1807-1872).
Dimeziñ a rejont, ha bugale o doe. Mervel a reas he fried e 1814.
En 1818 e kinnigas he breur Leopold dezhi dimeziñ da Edward, dug Kent ha Strathearn, pevare mab ar roue saoz George III .
Dimezet e voent en 1818, en Amorbach e miz Mae, hag e Palez Kew e miz Gouhere. Ur verc'h o doe :
- Victoria (1819-1901).
Intañvez adarre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dug Kent a varvas trumm e miz Genver 1820, un nebeud deizioù a-raok e dad, George III. An dugez intañvez n’he devoa abeg ebet da chom er Rouantelezh- Unanet : ne gomze ket saozneg, hag ur palez a oa dezhi en he bro, e Coburg, ma c’halle bevañ marc’had-mat diwar madoù he fried kentañ, Priñsf Leiningen.
Koulskoude, ne ouied ket tamm ebet gant piv e c’hallje mont ar gurunenn saoz.
Eus an tri breur koshoc’h evit Edward hag a oa da vout roue araokañ, e oa daou, ar roue nevez George IV hag ar priñs Frederick, Dug York hag Albany, ha ne gomzent ket ken ouzh o gwragez, a oa o-div tremenet an heol war o zreuzoù n'eus forzh penaos, ha neuze n'o dije hêr ebet, hag an trede, Dug Clarence (a voe William IV ar Rouantelezh-Unanet) n’en devoa ket bet bugel bev ebet c’hoazh er briedelezh.
Divizout a reas an Dugez chom e Bro-Saoz eta da ziwall gwirioù he merc’h e-lec'h mont da vevañ sioul da Goburg. Klask a reas kaout skoazell digant ar Gouarnamant dre ma he devoa da baeañ ar pikol dle chomet war-lerc’h he fried Edward.
Goude Edward hag e dad ne oa Victoria vihan nemet en trede renk evit ar gurunenn, ha ne oa ket troet kaer ar Parlamant da arc’hantañ unan bennak all eus an tiegezh roueel aet da baour. Roet e voe d’an dugez un toullad salioù e Palez Kensington dirapar, e-kichen re un toullad noblañsed all kouezhet eus lost ar c’harr. Eno eo e savas he merc’h Victoria, an hini a zeuas da vout Rouanez ar Rouantelezh–Unanet, ha diwezhatoc’h, Impalaerez India.
Ne oa ket bras an arc’hant roet d’an Dugez gant ar Civil List, ha bras e oa ar bern dle. Ne felle ket d'ar Parlamant kreskiñ an arc'hant roet dezhi abalamour da zispignoù bras an Dug Kent kent. He breur Leopold, a voe roue Belgia, hennezh avat a roe tammoù arc'hant dezhi, rak pinvidik e oa abalamour ma oa bet votet 50 000 lur sterling dezhañ ar bloaz pa oa dimezet gant Charlotte Augusta Kembre, oc'h esperout e vije rouanez e bried.
E 1831, marvet George IV, edo ar gurunenn gant William IV, atav divugel hervez al lezenn da vihanañ. Deuet e oa ar briñsez Victoria da vezañ hêrez ar gurunenn hag he mamm dugez an hini a renje da c'hortoz; gant se e voe kresket o gopr.
Harp a gave an Dugez gant he sekretour John Conroy, un ofiser iwerzhonat. Met eñ moarvat an hini a lakaas an traoù da drenkañ etrezi hag ar roue William IV
Plaenaat an darempredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas Victoria von Sachsen-Coburg-Saalfeld d'ar 16 a viz Meurzh 1861, da 74 bloaz. Beziet e voe e Frogmore, e -kichen Kastell Windsor. Glac'haret-bras e voe ar rouanez Victoria. Marv he fried a oa c'hoazh da zont.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Marie Louise Victoire, hervez ar wikipedia alamanek