Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Tyfon

Eus Wikipedia
Tifon
Ramzed Hellaz
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv er yezh a orinΤυφῶν Kemmañ
TadTartaros Kemmañ
MammGaia Kemmañ
PriedEc'hidna Kemmañ

Tyfon (Τυφῶν, Tuphōn [typʰɔ̂ːn] en henc'hresianeg), hag ivez Tyfoeüs (Τυφωεύς, Tuphōeus), Tyfaon (Τυφάων, Tuphaōn) pe Tyfos (Τυφώς, Tuphōs) a oa an euzhusañ euzhvil e mojennoù Hellaz kozh.

Mab diwezhañ an Douar, Gaia, e oa. Tartaros e oa e dad. Brudet e oa evel tad an holl euzhviled, hag e wreg Ec'hidna a veze lâret mamm an holl euzhviled anezhi.

Er mojennoù e vez alies Tifon ar barroù avel diroll, ar c'helc'hwidennoù.