Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Troas

Eus Wikipedia

Troas (henc'hresianeg : Τρῳάς Trōiás, Τρωϊάς Trōiás, Τρωάδα, Troáda) a oa ur vro e gwalarn Anatolia an Henamzer. Klotañ a ra gant Ledenez Biga (turkeg : Biga Yarımadası) e proviñs Çanakkale e Turkia hiziv.

Bevennet e oa gant an Dardanelloù er gwalarn, Mor Egea er c'hornôg, hag ar venezieg m'emañ Menez Ida Troia er reter. Div stêr vras zo : ar Scamander (Karamenderes) hag ar Simois, a gember nepell diouzh dismantroù kêr Troia.