Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Tripura

Eus Wikipedia

Tripura (ত্রিপুরা e banglaeg) zo unan eus stadoù bihanañ India, gant ur gorread 10 492 km². Er bloavezh 2001 e oa 3 191 168 a dud o chom e Tripura. Agartala eo ar gêr-benn. En-dro da Dripura emañ stadoù Asam ha Mizoram er biz, ha Bangladesh a bep tu a-hend-all.

Teir yezh ofisiel zo er stad : ar banglaeg, komzet gant an div drederenn eus an dud, ar yezh kokborok (unan eus ar yezhoù bodek), komzet gant ur c'hard eus an dud, hag an hindieg.

Etre 1909 ha 1947 e oa Tripura ur briñselezh indian e dalc'h Breizh-Veur. E miz Here 1949 e voe unanet ar briñselezh-se ouzh India, nevez-dizalc'h, ha lakaet e stad Asam. Dont a reas da vezañ unan eus tiriadoù Unaniezh India e 1963 hag ur stad anezhi hec'h-unan e miz Genver 1972.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NikobarChandigarhDadra ha Nagar Haveli ha Daman ha DiuDelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry