Tantalom
| ||||
---|---|---|---|---|
Hafniom – Tantalom – Wolfram | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 73 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 5 | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | d | |||
Tolz atomek | 180,94788 ±0,00002 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f14 5d3 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 11, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 5 Oksidenn drenkek skañv | |||
Tredanleiegezh | 1,5 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 761 kJ/mol 2 : 1 500 kJ/mol | |||
Skin atomek | 145/200 pm (arnodel/jedet) | |||
Skin kenamsav | 170 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20°C) | 16,65 g/cm3 | |||
Teuzverk | 3 017°C | |||
Bervverk | 5 458°C | |||
Tredanharzusted | 135 nΩ•m (e 20°C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
1 cm3 eo ec'honad an diñs tantalom | ||||
Un elfenn gimiek eo an tantalom ; Ta eo e arouez kimiek, 73 e niver atomek ha 180,948 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.
E kailhoù tantalit [(Fe,Mn)Ta2O6], kolombit hag euksenit e kaver tantalom ; gant niobiom e vez mesket atav. Tu zo d'e gaout ivez dre genderc'hañ staen.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1802 e voe an tantalom[1] dizoloet gant ar c'himiour svedat Anders Gustaf Ekeberg, hogen meur a gimiour e soñjas dezho e oa un elfenn hepken eus an tantalom hag ar c'holombiom bet dizoloet bloaz abretoc'h gant ar Saoz Charles Hatchett[2]. Ar Saoz all William Hyde Wollaston a oa en o zouez, met an anv tantalium a viras evelato ; a-du gantañ e savas an Alaman Friedrich Wöhler). Da soñj kimiourien all e teuje an tantalom eus skinoberiegezh ar c'holombiom.
E 1846 e tiskouezas ar c'himiour alaman Heinrich Rose an diforc'hioù etre trenkenn kolombiom ha trenkenn tantalom, hag e tisklêrias e oa div elfenn all er c'hailh, a anvas diwar bugale Tantalos, niobium ha pelopiom. Diwezhatoc'h e voe kavet ne oa ar pelopiom nemet ur meskaj tantalom ha niobiom, ha ne oa an tantalom nemet ar c'holombiom bet dizoloet gant Charles Hatchett e 1801.
E 1864 e tiskouezas splann ar c'himiour svedat Christian Wilhelm Blomstrand an diforch'ioù a zo etre an tantalom hag an niobium ; kadarnaet e voe e labour gant ar C'hallaoued Henri Étienne Sainte-Claire Deville ha Louis-Joseph Troots e 1865 dre furchal pelloc'h. E 1866 e prouas ar Suis Jean-Charles Galissard de Marignac e oa div elfenn distag eus an tantalom hag an niobiom.
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur metal glas-louet eo an tantalom ; pounner eo, ha kalet-kenañ. Orjalennus eo pa vez glan, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe. N'eus nemet ar c'harbon 6C, ar wolfram 74W, ar reniom 75Re hag an osmiom 76Os eo uheloc'h o zeuzverk eget hini an tantalom. Ne c'haller ket e soudañ. Barrek-kenañ eo da dreuzkas an tredan hag ar wrez.
Kimiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne c'hall danvez kimiek ebet — an dour real (HNO3 + 3HCl) zoken — tagañ an tantalom e gwrezioù izeloc'h eget 150 °C ; gant trenkennoù fluorek, trioksid sulfur SO3 pe hidroksidenn kaliom KOH hepken e tazgwered e gwrezioù uheloc'h.
Dre genderc'hañ pentoksidenn tantalom Ta2O5 e farder kenaozadoù evel tantalat litiom LiTaO3 ha tantalat lantanom LaTaO4 a implijer en ardivinkoù-pellgomz hezoug, a-douez traoù all.
Nitridenn tantalom TaN ha karbidenn tantalom TaC eo ar c'henaozadoù kaletañ a anavezer.
Izotopoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou izotop hepken zo d'an tantalom en natur, Ta-180 (180Ta), 0,012% eus an Ta a gaver, ha Ta-181 (99,988%).
Kementadoù bihan hepken a Ta-180 zo bet kenderc'het, d'ur priz uhel-kenañ. Gant Ta-181 e kenderc'her W-178 a-benn kaout Ta-178, a vann skinoù Gamma a implijer er vezegiezh (skinskeudennoù).
Arver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- • Poultr tantalom a implijer da fardañ tredandougelloù ha harzelloù evit an ardinvinkoù elektronek a rank bezañ bihan (binvioù-pellgomz hezoug, urzhiataerioù hezoug, ardivinkoù elektronek evit ar c'hirri-tan).
- • Tantalom a lakaer en dir evit ma vije diaesoc'h da deuziñ, ma vije solutoc'h ha ma vije orjalennusoc'h, a-benn implijout an dir-se en nijerezioù.
- • Karbidenn tantalom a gaver er c'hendeuzadoù metalek a vez arveret er c'hefluskerioù (nijerezioù hag egorlistri), en ardivinkoù evit ar greanterezh kimiek hag an hini nukleel.
- • Evel karbidenn ar wolfram (WC) ez implijer TaC da fardañ binvioù da droc'hañ ha re da doullañ.
- • Neud tantalom a implijer evit skarzhañ metaloù evel an aluminiom ; arveret e vezet er c'hleuzeurioù (lampoù)-tredan kentañ, met gant wolfram e reer bremañ.
- • Oksidenn tantalom a implijer da fardañ gwer arbennik evit ferennoù ar binvioù-luc'hskeudenniñ hag ar filmerezioù.
Ne zazgwered ket an tantalom gant dourennoù ar c'horf ha gouzañvet mat eo gant hennezh, setu e vez implijet er surjianerezh da erlec'hiañ ouzh an eskern bet torret (plakennoù tantalom a lakaer e-lec'h re ar glopenn, da skouer). En abeg d'e stirennegezh ez arverer tantalom da adoberiañ eskern an divhar (da live an divlez dreist-holl), pa c'hall gouzañv pouez ur c'horf hep skuizhañ.
- Horolajoù prizius a farder gant tantalom ivez.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |