Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Taddea Visconti

Eus Wikipedia
Skoed an tiegezh Visconti.

Taddea Visconti (1351 – 1381) a oa ur briñsez italian, eus Milano, deuet da vout Dugez Bavaria goude dimeziñ da Steven III, Dug Bavaria.

E milano e oa ganet, ha hi merc'h henañ Bernabò Visconti[1] ha Beatrice della Scala (1331–1384). Seitek bugel a oa en holl en tiegezh.
He zud-kozh a-berzh he mamm e oa Mastino II della Scala hag e bried Taddea da Carrara; a-berzh he zad e oa Stefano Visconti hag e bried Valentina Doria.

He zad Bernabò a oa un tirant kriz ha didrugar[2]. Pan ae droug ennañ ne c'halle den tostaat dezhañ nemet e wreg, Beatrice Regina. Enebour d'an Iliz e oa ha ne felle ket dezhañ plegañ da aotrouniezh ar bibien. Difenn a reas ouzh hini ebet eus tud Milano kaout afer ouzh Curia Roma, gouarnamant ar bibien. Kemer a reas kêr Bologna digant an Iliz. Eskumunuget e voe en arbenn da se en 1363 gant ar pab Urban V a aozas ur brezel a-enep dezhañ. Distroadet e voe gant e niz ha mab-kaer Gian Galeazzo Visconti. Kontammet e voe e kastell Trezzo[3].

Taddea hag he c'hoarezed a reas dimezioù spletus.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri bugel he doe:

  • Loeiz VII Bavaria (c. 1368–1447), a zimezas div wech:
    • da Anne de Bourbon, ha bugale dezho
    • da Catherine d'Alençon. Ouzhpenn en doe un toullad besterd amañ hag ahont;
  • Isabeau Bavaria(1370–1435), dimezet e 1385 d'ar roue gall Charlez VI
  • ur mab ganet-marv e 1377
  1. Cawley, Medieval Lands, Lords of Milan, Visconti
  2. Barbara Tuchman, A Distant Mirror, p. 254, embannet gant Alfred A Knopf, New York, 1978
  3. Barbara Tuchman, A Distant Mirror, p.437-438