Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Tolead kêr

Eus Wikipedia
tolead kêr
Iskevrennad eustakad stadegel, rann velestradurel, takad kêrel, human-geographic territorial entity Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.whosonfirst.org/docs/placetypes/#metroarea Kemmañ
Kornôg Tokyo e Japan.

Un tolead kêr[1] zo un tolead gant tier (tier-annez, industriezh, melestradurezh), ennañ ur greizenn annezet stank hag he ziriadoù tro-dro ha n'int ket annezet ken stank. N'eo ket en abeg d'ar stank m'eo annezet e greizenn hepken e vez sellet ouzh un takad evel un tolead kêr, met ivez en abeg d'e bouez sokial hag ekonomikel er riez m'emañ.

Termenadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disheñvel eo an termenadurioù roet gant ensavadurioù ar stadegoù hervez ar broioù.

E Frañs eo resis termenadur an tolead kêr roet gant an INSEE[2] : bez' eo un teskad kumunioù en ur pezh, hep enklozadur, gant ur pol kêrel (tolpad kêrel gant ouzhpenn 10 000 post-labour) hag e gurunenn drogêrel a labour ennañ ouzhpenn 40 % eus ar boblañs oberiant annezour.

Ar memes termenadur a zo d'an toleadoù krenn met gant un niver a bostoù-labour etre 5 000 ha 10 000, ha d'an toleadoù bihan gant un niver a bostoù-labour etre 1 500 ha 5 000.

Unaniezh Europa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eurostat, ensavadur ar stadegoù en Unaniezh Europa, en deus savet ur meizad anvet Larger Urban Zone (LUZ) (Takad Kêrel Ledanaet), damheñvel ouzh an takad kêrel termenet gant an INSEE, evit gellet keñveriañ gwelloc'h ar poblañsoù kêr. An takadoù-se a zo enno ar gêr greiz hag ar bannlevioù bihan ha bras tro-dro dezhi[3].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Termofis
  2. (fr) Termenadur an tolead kêr hervez an INSEE
  3. (fr) Eurostat