Warta
Neuz
Warta
| |
---|---|
Statud | {{{14}}} |
Hirder | 808 km |
Uhelder an eienenn | 379 m |
Kas keitat | 195 m³/s |
Gorread an diazad | 54 529 km² |
Bro(ioù) douret | Polonia |
Diazad stêrioù |
|
En em daol e | Oder |
Ledander er genoù | |
Andon | e-kichen Zawiercie |
Adstêrioù | Noteć |
Ar Warta (Warthe en alamaneg) zo ur stêr eus Polonia, e kornôg ar vro. Un adstêr d’an Oder eo, war e lez reter.
Eieniñ a ra e proviñs Silezia, e-kichen kêr Zawiercie, er su da Częstochowa. Treuziñ a ra Polonia Vras ha tremen dre b-Poznań. E-kichen Kostrzyn nad Odrą e kember gant an Oder. Adstêr vrasañ an Oder eo ha hiroc’h egetañ eo zoken.
Bageal a c’haller a-hed tost d’an hanter eus ar stêr. Dre an Noteć, unan eus hec’h adstêrioù, ha dre Ganol Bydgoszcz e c’haller tapout ar stêr Wisła. Ur park natur zo abaoe ar bloavezh 2001 en tolead ma kej ar Warta gant an Oder.