Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Rhaglan

Eus Wikipedia
Kastell Rhaglan

Rhaglan (Raglan e saozneg) zo ur gêriadenn e Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ hanter-hent etre Trefynwy hag Y Fenni.

Da vare niveradeg 2011 e oa annezet gant 1 928 a dud, hag 11,1% anezho a oa kembraegerien.

Brudet eo ar gêriadenn abalamour ma kaver ur c'hastell enni, Kastell Rhaglan, savet er XVvet kantved evit William ap Thomas, ha deuet da vezañ ur monumant istorel hag a vez gweladennet gant e-leizh a douristed.