Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Rouantelezh Bavaria

Eus Wikipedia
An Impalaeriezh alaman (1871-1918) hag ar rouantelezhioù a oa enni. Emañ rouantelezh Bavaria er c'hreisteiz, etre rouantelezhioù Württemberg ha Saks .

Rouantelezh Bavaria (Königreich Bayern en alamaneg) zo ur rouantelezh a zo bet e Bavaria adalek 1806 betek 1918.

E 1806 e voe anvet Priñs-dilenner Bavaria, Masimilian IV Jozeb, eus Tiegezh Wittelsbach, da roue Bavaria, evel Masimilian Iañ Jozeb.

Perzh a gemeras e Kengevredad ar Roen, etre 1806 ha 1813.


En amzer an Impalaeriezh alaman (1871-1918) e teue Rouantelezh Bavaria war-lerc'h Rouantelezh Prusia evit he ment.

Rouaned Bavaria

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]