Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Punk rock

Eus Wikipedia
Punk fashion — Giz ar bunked

Ganet eo ar sonerezh punk er Stadoù-Unanet e-kerzh ar bloavezhioù 1970 p'en em lakaas ar strolladoù rock da implij muic'h-mui a vinviji tredan, ha da glask kinnig traoù nevez, gant soñjoù nevez ivez war ar gevredigezh hag ar frankiz, tost eus an anarkouriezh. Luskadoù evel re ar glam-rock (The New York Dolls), an new wave (Patti Smith, Talking Heads, Blondie...), hag ar sonerezh Garage (MC5, The Stooges...) a vez bodet er rumm protopunk, da lâret eo ar pezh en deus maget ar sonerezh punk.

D'ar memes mare koulz lâret e krogas an traoù evit gwir er Rouantelezh-Unanet gant strolladoù evel Buzzcocks, Sex Pistols, pe c'hoazh The Clash.

Tremenet eo ar sonerezh punk a-dreuz cheñchamantoù a-bep seurt ha roet ivez a-bep seurt doareoù sonerezh all: grunge, hardcore, ska-punk, street-punk.

N'eus ket tu distagañ ar sonerezh punk diouzh familh vras ar rock, ha kemmesket eo darn vrasañ an doareoù sonerezh enni. An diforc'h brasañ etre ar punk hag peurrestr ar rock eo e spered: nevez, dieub, distag diouzh trubuilhoù marc'had ar sonerezh hag o vont kentoc'h war-du ar bobl, an dud. Spered ar sonerezh-mañ a zo a-enep d'ar gizioù, d'ar renkadurezh ha d'ar stad (d.l.e. enep ar polis lies). Lies a garourion ar sonerezh punk a zo punked da lâret eo paotred ha merc'hed gwisket get ur justin lêr tachet (perfecto) pe unr chupenn Harrington troet, gant bragoù jeans troñset, botoù Paraboots pe Dr. Martens hag - el rezon - get ur gribenn, forzh piv a c'hell kaout plijadur o selaou ouzh muzik punk.

Peurliesañ e kaozeer eus 1977 evel eus ar bloavezh pouezusañ evit ar sonerezh punk dre ma'z eo bet embannet er bloavezh-se un niver bras-kenañ a bladennoù gant strolladoù arouezus e istor ar sonerezh punk, da skouer:

Banniel ar Rouantelezh-Unanet Rouantelezh-Unanet
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Banniel Kebek Kebek
Breizh
Banniel Bro-Skos Bro-Skos
Kembre Kembre
Alamagn Alamagn
Bro-C'hall Bro-C'hall
Banniel Israel Israel
 Italia
Banniel Katalonia Katalonia
Banniel Spagn Spagn

Is-rummadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]