Produusted
Neuz
En ekonomiezh, ar broduusted a zo muzuliañ derez skodenn ar faktorioù produiñ. Da lavaret eo ar faktorioù kevala ha labour. Liammet eo ar broduusted ouzh an askoridigezh, an efedusted hag an efedegezh.
Faktorioù kevala a zo kevala digemm, hollad ar binviji produiñ a bad ouzhpenn ur bloavezh. Da skouer: mekanikoù, savadurioù met gallout a ra ivez bezañ ur merk pe meizantoù.
Faktorioù labour: kevala denel, dorn labour, da lavaret eo al labourerien.
Kavout a reer stummoù produusted disheñvel:
- produusted al labour = Kementad produiñ ÷ Niver a labourerien
- produusted labour dre eur = Kementad produet ÷ Amzer labour
- produusted hollek ar faktoriou = Kementad produiñ ÷ Hollad ar faktorioù produet implijet