Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Pentheüs

Eus Wikipedia
Pentheüs, mab Agaue, drailhet gant e vamm (Agaue) hag e voereb Ino. Dremm ruz atikat war golo ul lekanis (bolenn koavon-dremm), war-dro 450-425 kt JK (mirdi al Louvre).

Pentheüs (Πενθεύς / Pentheús e gregach, da lavarout eo « poan, glac'har ») a oa mab da Ec'hion, ar c'hreñvañ eus ar Spartoi, ha da Agaue, merc'h d'ar roue Kadmos ha d'an doueez Harmonia, e mojennoù Hellaz kozh.
Roue Thebai e voe war-lerc'h e dad-kozh Kadmos.

Kozh e oa erru ar roue Kadmos ha c'hoantaat a reas lezel e c'halloud gant e vab-bihan Pentheüs.
Pa zistroas an doue Dionysos eus e veaj da Vro-Indez hag e teuas en e rouantelezh e klaskas ar roue Pentheüs enebiñ ouzh lidoù kevrinek an doue. Ma savas droug e Dionysos. Pedet e voe Pentheüs gantañ da arvestiñ ouzh trelaterezh merc'hed Thebai.

Pa voe diskoachet Pentheüs en ur wezenn, war menez Kithairon, gant ar merc'hed dirollet, ha kemeret ganto evit ul loen ferv, e voe lazhet ha dibezhiet e gorf gant e vamm hag he c'hoarezed, Ino hag Autonoe. Troc'het e voe e benn outañ gant Agaue ha ne gomprenas nemet ur pennad goude pegen euzhus e oa he zorfed.

Sed an istor a zo kontet e pezh Euripides, Βάκχαι (Bakc'hai), anavezet ivez evel ar Bakantezed.

Hervez Paosanias e oa skeudennoù, kizellet e koad ar wezenn ma edo Pentheüs o kuzhat, a veze enoret gant tud Korinthos diwar ali orakl Delfi.

Ur mab en dije bet, Menoikeüs e anv, dianav e vamm, hag a vije bet tad da Greon hag Iokaste.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.