Studiañ, liammañ ha kompren an darvoudoù a zo c'hoarvezet hag an traoù a zo bet graet gant Mab-Den eo an Istor.
N'eus ket anezhañ ur skiant-rik e doare ar jedoniezh pe ar vevoniezh da skouer, rak ken bras eo perzh an istorour evel den hag e berzh evel skiantour pa vez o studiañ an Istor.