Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Poultr divoged

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Poultr du.

Ar poultr divoged a vez implijet abaoe dibenn an XIXvet kantved evel poultr-tarzh e meur a vunision modern e-lec'h ar poultr du.

Poultr divoged savet e Finland.

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fardet e vez poultr divoged (anvet gwechall poultr gwenn en e stumm kentañ) diwar nitrokeluloz pe nitrokeluloz ha nitroglikerin. Divoged eo ar poultr-tarzh, nebeut a zilerc'hioù a chom goude an darzhadenn en armoù, ha dre ma 'z eo ungeneshoc'h eget ar poultr du e vez resisoc'h an tennoù. Ijinet e oa bet gant ar Gall Paul Vieille e 1884.

Meur a seurt poultr divoged a zo. Gellet a raer disheñvelaat anezhe hervez o zizh (prim pe gorrek), hervez stumm o danvez (pailhour pe bazhigoù da skouer), pe hervez o aozennoù (bazenn simpl evit ar re gant nitroseluloz ha nitrogliserin hepken, bazenn dridoupl evit ar re gant aozennoù ouzhpenn)[1].

Lec'hioù produiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz labouradegoù a brodu poultr-tarzh, ha dreist-holl poultr divoged, er bed hiziv-an-deiz. E Breizh e vez produet poultr ar merk Vectan evit an armoù hiniennel gant an embregerezh Nobel Sport, diazezet e Pont-ar-Veuzenn (Bro-Gerne). 2.500 tonenn a boultr a veze produet eno e 2022[2].

An holloueziadur Wikipedia brezhonek eo embanner ar bajenn-mañ, hogen ne c'hall ket an ditouroù embannet amañ bezañ lakaet da stummadur pe aotre da geñver an embreger danvezioù-tarzh.
  1. (fr) Les types de poudre, war Tir81 (lennet d'ar 25/08/2024)
  2. (fr) Nobel Sport veut augmenter sa production de poudre à Pont-de-Buis, Le Télégramme, 30/08/2022
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan