Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Spis (temz)

Eus Wikipedia
Ul lañsedad temzoù

Danvez tennet eus plant eo ar spisoù (pe temzoù pe c'hoazh ispisoù) a ro blaz ha c’hwezh d’ar boued, hag a aesa alies an treizhañ anezhañ. An holen n’eo ket ur spis eta pa n’eo ket tennet eus ar plant met eus ar c’hondon, ha pa vefe mesket alies gant ar spisoù o vezañ ma vez implijet evit temzañ ar boued.

Ouzhpenn o implij evit reiñ blaz d’ar meuzioù, an danvezioù struzhel implijet evel spisoù (had, frouezh, gwirizioù, rusk, bulb) a c’hell bezañ implijet war tachennoù all ivez : er vezegiezh, er porfumerezh, e lidoù relijiel, pe evel boued. Kemm a lakaer etre ar spisoù hag al louzoù fin, pa’z eus anv gant ar ger-mañ eus delioù plant implijet ent glas evit reiñ blaz d’ar boued, endra m’eo sec’h danvez ar spisoù.

A-raok ma vefe bet ijinet an doareoù zo bremañ da virout ar boued, e oa pouezus-kenañ ar spisoù evit kuzhat c’hwezh ar brein pe evit adreiñ blaz d’ar bouedoù aet divlaz goude bezañ miret ur pennad. Kenwerzh ar spisoù a oa pouezus en Henamzer hag er Grennamzer. Degaset e veze spisoù eus Azia d’ar broioù arab ha da Europa, dre Hent ar seiz. Ar c’hoant da dremen hep unwerzhouriezh ar broioù arab pe Venezia a lakaas Europiz da glask hentoù mor da vont betek broioù reter Azia, dre ar reter da gentañ ha dre ar c’hornôg goude-se. Ar c’henwerzh-se eo eta a voe unan eus abegoù beajoù moraerien eus Portugal evel Magellan pe Vasco da Gama. Ar c’hoant-se eo ivez a voe abeg deroù impalaeriezhioù Portugal pe an Izelvroioù e reter Azia. Lesanvet e voe an inizi Molukez "inizi ar spisoù". Kristol Goulm a glaskas distreiñ an dour diwar prad Portugaliz dre glask un hent davet Azia en ur vont war-zu ar c’hornôg hag en em gavas en Amerika pa gave dezhañ bezañ tizhet "Indez".

Un nebeud spisoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur stal temzoù e Maroko