Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Simone de Beauvoir

Eus Wikipedia
Simone de Beauvoir
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denSimone de Beauvoir Kemmañ
Anv ganedigezhSimone Lucie Ernestine Marie Bertrand de Beauvoir Kemmañ
Anv-bihanSimone Kemmañ
Anv-familhBertrand de Beauvoir Kemmañ
LesanvLe Castor Kemmañ
AnvСимона-Люси-Эрнестина-Мари Бертран де Бовуар Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Gen 1908 Kemmañ
Lec'h ganedigezh6th arrondissement of Paris Kemmañ
Deiziad ar marv14 Ebr 1986 Kemmañ
Lec'h ar marvrue Victor-Schœlcher Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvTanijenn skevent Kemmañ
Lec'h douaridigezhbered Montparnasse Kemmañ
Breur pe c'hoarHélène de Beauvoir Kemmañ
Priedtalvoud ebet Kemmañ
Kompagnun(ez)Jean-Paul Sartre, Claude Lanzmann, Nelson Algren Kemmañ
FamilhBertrand de Beauvoir Kemmañ
Den heverkJean-Paul Sartre Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Bet war ar studi eskol-veur Pariz, Lycée Fénelon, Paris Kemmañ
Diplom skol-veuragrégation Kemmañ
Lec'h annezPariz, Marselha, Rouan Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Tuadur revelDivrevelezh Kemmañ
Luskaddizoueegezh, Gwregelouriezh, existentialism Kemmañ
Ezel euscomité de lecture des éditions Gallimard Kemmañ
Levezonet gantJean-Paul Sartre, Alfred Adler Kemmañ
Prizioù resevetPriz Goncourt, Jerusalem Prize, Austrian State Prize for European Literature, honorary doctorate of Concordia University Kemmañ
Bet kinniget evitPriz Nobel al Lennegezh Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Simone de Beauvoir (1967)

Simone de Beauvoir (9 a viz Genver 1908 - 14 a viz Ebrel 1986) a oa ur brederourez hag ur skrivagnerez c'hall. Skrivañ a reas romantoù, levrioù a brederouriezh hag a bolitikerezh, buhezskridoù hag emvuhezskridoù. Brudet eo dreist-holl evit e romantoù dreistfizikel evel Les Mandarins hag evit e levr Le Deuxième Sexe skrivet e 1949, ma tielfenn gwaskerezh ar vaouezed.

Simone Lucie Ernestine Marie Bertrand de Beauvoir [1] a zo bet ganet e Pariz e 1908, merc'h da Jean Bertrand de Beauvoir, breutaer, ha dremmour e-maez micher, ha da Françoise Brasseur, o tont eus ur familh bourc'hizien Verdun.

Bugaleaj ha yaouankiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo en ur ranndi pitaod lec'hiet 130 Boulevard Montparnasse [2]. Kaset eo da bemp bloaz d'ar skol Cours Desir (betek ma dapo he bachelouriezh) [3], ur skol a vez kaset eno merc'hed yaouank ar familhioù bourc'hizien. Kaset eo he c'hoar eil-henañ Hélène eno ivez daou vloaz war he lerc'h. D'ar mare-se dija e veze merzet barregezhioù he spered, ha bep bloaz tapet ganti ar c'hentañ plas gant Élisabeth Lacoin (lesanvet Zaza, merc'h d'an ijinour Maurice Lacoin) a zeu da vezañ he mignonez bras.

Goude ar Brezel Bras e kouezhas en e boull ti-bank La banque de la Meuse, a oa bet George Brasseur prezidant anezhañ, tad-kozh Simone a-berzh he mamm.[4] Ur plegenn fall evit he familh en em gav dizenoret ha treutoc'h ar jeu ganto. Abalamour dan diaezamantoù arc'hant e rankas he zud dilojañ deus ar Boulevard Montparnasse da vont da chom en ur ranndi bihan teñval, kludet e pempvet estaj ur c'hendi hep saverez, lec'hiet Rue de Rennes (straed Roazhon).[5]. Gouzañvet he doa gwelout an darempredoù o trenkaat etre he mamm hag he zad.

Ne oa ket puilh ar merc'hed yaouank war ar studioù hir d'ar mare-se. Pitilh e oa he zad gant arz ar c'hoariva, hag e soñje dezhañ bezañ skrivagner an hini eo a oa bravañ micher a vez. Atav eo bet broudet Simone hag Hélène gantañ mont war an hent-se, an tu nemetañ dezhe achap kuit diouzh o saviad, a oa hini ar maouezed er geverdigezh, hervezañ.[6]

Diouzh un tu en doa keuz o soñjal ne oa ket hi ur gwaz, peogwir e vefe bet tu dezhi mont d'an École polytechnique, ha diouzh an tu all e kave dezhañ ne oa ket hi "plac'hheñvel" a-walc'h. Gantañ veze lavaret dezhi he doa "empenn ur gwaz".

Eñvorennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • L'Amérique au jour le jour (1948)
  • Mémoires d'une jeune fille rangée (1958)
  • La Force de l'âge (1960)
  • La Force des choses (1963)
  • Une mort très douce (1964)
  • Tout compte fait (1972)
  • La Cérémonie des adieux (1981)
  • Journal de guerre (1990)
  • Lettres à Sartre, Tome I et II (1990)
  • Lettres à Nelson Algreen (1997)
  • Correspondance croisée. 1937-1940 (2004)
  • Cahiers de jeunesse (2008)
  • Les Bouches inutiles (1945)

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Skrid ganedigezh (Skrivet eo an anv Simonne ennañ), Archives de Paris (p. 15/31).
  2. chomlec'h meneget er skrid ganedigezh.
  3. Le cours Desir war lec'hienn En-Vols.com.
  4. Paul Naegel, Tezenn doktorelezh Le département de la Meuse (France) : industrialisation entre 1790 et 1914, p.153-154, Naoned, 2006.
  5. Danièle Sallenave, Castor de guerre, Gallimard, « Folio », 2008, p.55.
  6. Simone de Beauvoir, Mémoires d'une jeune fille rangée, Paris, Éditions Gallimard, coll. « Le livre de poche » (no 1315-1316), 1964 (1re éd. 1958), p. 245.