Simen Agdestein
Neuz
Simen Agdestein a zo bet ganet d'ar 15 a viz Mae 1967.
C'hoarier melldroad a-vicher ha mestrc'hoarier echedoù norvegiat.
Kampion echedoù Norvegia meur a wezh.
Mestr Meur Etrebroadel eo.
E miz Genver 2022, e renk Elo (FIDE) a oa 2557.
Gantañ e voe stummet Magnus Carlsen; hemañ a drec'has warnañ e miz Gwengolo 2006 ha dont a reas da vout kampion Norvegia.
Oberenn skrivet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Simen Agdestein, Wonderboy. (How Magnus Carlsen became the youngest grandmaster ever), Interchess 2004 (ISBN 9056911317).