Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Sebastião Gabriel de Bourbon e Bragança

Eus Wikipedia
Sebastião Gabriel de Bourbon e Bragança ( 1811-1875)

Sebastião Gabriel de Bourbon e Bragança (e portugaleg), pe Sebastián Gabriel de Borbón y Braganza (Rio de Janeiro, 1811 - Pau, Bro-C'hall, 1875 ), a oa infant Portugal ha Spagn.

Ganet e oa en Rio de Janeiro, en Brazil, ma oa repuet tiegezh roueel Portugal, abaoe aloubet ar vro gant armeoù gall Napoleone Buonaparte.

Mab e oa da Pedro Carlos de Borbón ha da Maria Teresa Portugal, Priñsez Beira, hag o bugel nemetañ e oa. En 1812 e kollas e dad.

En 1814 e tistroas an Tiegezh Bragança da Bortugal, met Sebastián Gabriel hag e vamm a chomas e brazil betek 1821. Pa zistroas an intañvez María Teresa da Europa ez eas da Vadrid da chom, ha goulenn a reas evit he mab ar peadra bras a oa dleet dezhañ hervez al lezenn.

E 1816 e voe div eured en tiegezh roueel: hini div infantez portugalat gant roue Spagn hag e vreur, da lavarout eo hini Maria Isabel de Portugal da Fernando VII, ha hini Maria Francisca de Portugal da Carlos María Isidro de Borbón. Teir friñsez portugalat a oa e lez Spagn eta.

Bec'h a oa e lez Spagn e-pad bloavezhioù diwezhañ ren Fernando VII. Intañvet e oa ar roue evit an trede gwech e 1818. Addimeziñ avat a reas d'ar briñsez naplezat Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878), ha div verc'h o doe, Isabel ha Luisa Fernanda. Goude itrikoù ha gwidreoù e voe divizet envel ar plac'hig Isabel da bennhêrez, ha n'eo ket hec'h eontr Carlos, evel a soñjed betek-hen (gwelout ar pennad karlouriezh). Ur c'heloù mat avat e voe donedigezh ar briñsez naplezat da Sebastião Gabriel, peogwir e timezas d'ar 25 a viz Mae 1832 en Madrid d'ur c'hoar yaouank d'ar rouanez, ar briñsez Maria Amalia an Div Sikilia.

Buan e voe div gostezenn er palez, rannet diwar-benn an hêrezh, ha mamm Sebastián Gabriel, troet gant mennozhioù kozh, a oa savet a-du gant he breur-kaer don Carlos, o klask lakaat e graban war ar gurunenn. Pa varvas Fernando VII en 1833 ha pa grogas rejañs ar rouanez María Cristina, e voe harluet María Teresa hag an holl dud a-du gant an infant Carlos eus Spagn.

Sebastián Gabriel avat a chomas feal d'ar roue kozh ha d'e verc'hig na oa nemet tri bloaz pa voe anvet da rouanez.

E vamm, María Teresa, a grogas da skrivañ dezhañ bernioù lizhiri da ober dezhañ cheñch tu d'e borpant. E wreg italian ivez, Maria Amalia, a oa a-du gant ar garlourien.

Perzh a gemeras e Kentañ Brezel ar Garlourien evel e vamm hag e leztad, Carlos María Isidro de Borbón .

Dimezioù ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech e timezas.