Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Sakae Oba

Eus Wikipedia
Sakae Oba
Sakae Oba
Kabiten (Rikugun Taii) Sakae Oba e 1937
Anv badez 大場 栄
Lesanvioù Kabiten Oba (Rikugun Taii Oba)

Louarn Saipan (The fox of Saipan)

Deiziad ganedigezh 21 a viz Meurzh 1914
Aet da anaon 8 a viz Even 1992 (78 bloaz)

Gamagori, Aichi

Lec'h ganedigezh Gamagori, Aichi Japan
Bro Impalaeriezh Japan
Skourr Lu Impalaeriezh Japan
Micherioù Kelenner

Soudard

Renk Kabiten (Rikugun Taii)
Unvezh 18vet rejimant douarlu Impalaeriezh Japan
Emgannioù pennañ Emgann Shanghai (Eost 1937- Du 1937)

Emgann Saipan (15 a viz Even 1944- 1añ a viz Kerzu 1945)

Enorioù
Urzh ar Skoul Aour
  • Ōba Sakae eo ar stumm japanek , Ōba o vezañ an anv-tiegezh, met dalc'het e vezo da stumm kornôgel urzhiadur an anvioù tud amañ.

Ar c'habiten Sakae Oba hag e strollad stourm devezh e zaskor d'ar 1añ a viz Kerzu 1945

Sakae Ōba (japaneg : 大場 栄 Ōba Sakae), ganet d'an 21 a viz Meurzh 1914 hag aet da anaon d'an 8 a viz Even 1992, a oa un ofisour eus Lu Impalaeriezh Japan, engouestlet en Eil Brezel-bed war tachennoù emgann Sina ha re Brezel ar Meurvor Habask.

Sakae Oba kadour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok Emgann Saipan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezh 1934 e oa bet galvet Sakae Oba d'ober e servij soudard. Kuitaat a reas e dud da vont d'an 18vet rejimant eus douarlu Japan. Gant an unvezh-se e vezo kaset da gemer perzh en aloubadeg Sina gant Lu Impalaeriezh Japan ha, dreist-holl, Emgann Shanghai.

En em gavout a rae eno e Miz Eost 1937.

Emgann Saipan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloaz 1944 e voe tennet an 18vet rejimant eus douarlu Japan eus Manchouria d'e gas da tachennoù-emgann Brezel ar Meurvor Habask.

Goude emgann Saipan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech echuet emgann Saipan dre un Argadenn Banzai ramzel (5000 soudard) o welet douarlu Japan riset e chom bev c'hoazh ar c'habiten Sakae Oba. Ne fell ket dezhañ treitouriñ an touadenn a reas pa emezellas e Lu Impalaeriezh Japan, bezañ leal betek penn d'an impalaer. Choaz a ra neuze da vont da guzhat ha da genderc'hel ar stourm kavout a ra un hent Gyokusai dezhañ e-unan, kenderc'hel ar stourm betek penn e plas an emlazh enorus.

Kavout a raio 46 soudard japanaat all a-benn kenderc'hel ar stourm, ouzhpenn da-se e kavo 160/ 200 trevour o terc'hout gant ar spont rak an Amerikaned[1] . Ar re-se o devoa choazet da glask krakvevañ e-serr emlazhañ evel darn anezidi an enezenn (Tro 22 000).

Ar strollad stourm hag ar repuidi a derc'has etrezek ar janglenn. Penn ar gwarnizon amerikan aet da skuizh a lakao 3000 soudard Marines da vale skoaz-ha-skoaz dre an enezenn a-benn tapout al Louarn hag e zud, un taol-kleze en dour e vezo.

Kenderc'hel ar stourm

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dispriziet, spouronet met doujet, setu penaos ez eo diskrivet Louarn Saipan (lesanv bet roet dezhañ gant e enebourien Amerikaned) gant ar soudarded kozh bet enebourien dezhañ.

Ne chom ket nemetken da c'hortoz er janglenn met kenderc'hel a ra ar stourm dre laerezh dafar (boued, louzhoù hag armoù) d'an Amerikaned ha tagañ anezho. Dont a raio a-benn da zistrujañ ur c'harr-nij B-29 war an aerborzh brezel Amerikan bet staliet goude emgann Saipan. [2]

Ar c'habiten Sakae Oba gwelet a-dost

Tagañ a ra pa c'hell an Amerikaned a vez o klask war e-lerc'h er janglenn ha kuzhat, betek o lakaat da dreiñ da sot[3].

Daskor Sakae Oba

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daskor Louarn Saipan hag e strollad stourm a vezo d'ar 1añ a viz Kerzu 1945, 18 miz goude fin emgann Saipan[4], 3 miz goude daskoridigezh Impalaeriezh Japan[5]

Goude an Eil brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mineko Oba gwreg Sakae Oba

Ur wech dieubet gant an Amerikaned e tistroio Sakae Oba e Gamagori da adkavout e wreg Mineko Oba.

Dont a raio a-benn da gejañ gant Impalaer Japan 'pezh a chomo marteze an darvoud pouezhusañ en e vuhez dezhañ hervezañ.

Enoret e oa bet gant medalenn urzh ar Skoul Aour evit e obererezh e-pad ar brezel. Chomet ez eo sioul war an Eil Brezel-bed, darn an dud betek he wreg o vezañ dianav eus an darvoudoù betek ma teufe Don Jones o tont da atersiñ Sakae Oba er bloavezhioù 1960 evit skrivañ e levr[2].

Dre sikour e gamarad Don Jones e teuas a-benn da adpakañ e sabrenn bet roet d'an ofiser amerikan e-pad e godianidigezh. Ar sabrenn a zo chomet abaoe e familh Oba.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Oba, the Last Samurai: Saipan 1944-45, Gant Don Jones, embannadur Presidio Press, 1986 ISBN 9780891412458 (en)
  • タッポーチョ―「敵ながら天晴」大場隊の勇戦512日 [Tapochau, or In Praise of My Enemy: The Oba Unit and 512 Days' of Gallant Struggle] (Japeng). Sadamu Nakamura. gant Don Jones, embannadur Tokyo: Shodensha Publishing Co, 1982 ASIN B000J7FUHW (ja) (en)
  • Japan’s renegade hero gives Saipan new hope, gant Rob Gilhooly, pennad kazetenn embannet e Japantimes, 15 a viz Mae 2011. (en)
  • No Surrender!: Seven Japanese WWII Soldiers Who Refused to Surrender After the War, gant William Webb, embannadur CreateSpace Independent Publishing Platform (108 pajenn), 14 a viz Gouere 2014, ISBN 1500527017 (en)
  • Senka no rabu retah (Lizhiri karantez eus tanioù ar brezel), lizhiri choazet, gant Sato Yoshihisa, embannadur Toyohashi Tokai-nichi Nichi-shinbun Publishers, 23 a viz Eost 2010 (ja) (en)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù karr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Banniel brezel Impalaeriezh Japan   Impalaeriezh Japan  –  An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan