Satanig Madeira
- Ur pennad satanig zo ivez.
| |||
---|---|---|---|
Ur satanig Madeira.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Procellariiformes | ||
Kerentiad : | Hydrobatidae | ||
Genad : | Oceanodroma | ||
Anv skiantel | |||
Oceanodroma castro (Harcourt, 1851) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Satanig Madeira zo ur spesad evned-mor eus kerentiad an Hydrobatidae, Oceanodroma castro an anv skiantel anezhañ.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 19 da 21 cm eo ment al labous, 43-46 cm e hed-eskell, ha 44-49 g a bouez zo ennañ. Gell-du eo e bluñv, gant ur belost gwenn. Heñvel a-walc'h eo e stumm ouzh hini ar Satanig bras (Oceanodroma leucorhoa) : ul lost forc'hek, un divaskell hir. Par da hini an Tort (Procellariidae) eo nij Satanig Madeira, tra ma tenn nij ar Satanig bras da hini ar Skravig boutin (Sterna hirundo). |
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War hini dourioù tomm ar meurvor Atlantel e vev Oceanodroma castro : Kanariez, Madeira, hag Inizi Galápagos er meurvor Habask. A-gludadoù e stailh al laboused o neizhi e faoutoù roc'helloù tost d'an aod ; da evn-noz e tro Satanig Madeira neuze, da ziwall diouzh ar breizherien – ne dosta ket d'an douar-bras pa vez loargann, zoken. Ur vi hepken a vez dozvet gant pep parez e-kerzh ar prantad gouennañ. |
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet ez eus bet nevez zo e c'hall an annezioù bout ac'hubet gant poblañsoù disheñvel, hervez ma vez tomm pe yen an amzer ; diforc'hoù zo ivez etre ar poblañsoù a-fed kan ha muzadur. Kement-se a gas da soñjal e vefe daou is-spesad "kuzh" er spesad a vez rummataet hiziv.
En Azorez ivez e kaver al labous, hogen nevez zo ez eo bet anavet evel ur spesad arall.