Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Milizag

Eus Wikipedia
Milizag
Iliz katolik Pêr ha Paol.
Iliz katolik Pêr ha Paol.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Milizac
Bro istorel Bro-Leon Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Lokournan
Kod kumun 29149
Kod post 29290
Maer
Amzer gefridi
Bernard Quillevère
2014-2016
Etrekumuniezh KK Bro an Hirwazh
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 515 ann. (2014)[1]
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 28′ Norzh
4° 34′ Kornôg
/ 48.47, -4.57
Uhelderioù bihanañ 69 m — brasañ 102 m
Gorread 33,23 km²
Lec'hiañ ar gêr
Milizag

Milizag a oa ur gumun eus Bro-Leon e kanton Lokournan, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.

Kendeuzet e oa bet gant Gwiproñvel d'ar 1 a viz Genver 2017 d'ober ur gumun nevez : Milizag-Gwiproñvel.

  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Herve Le Guen e anv, ha daou gure, Jean-Marie Talarmin ha Jean-Louis Le Meur[2].
  • Mervel a reas 69 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,52% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Pêr ha Paol.

Monumant ar re varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Merket eo outañ: «Milizac, d'he bugale maro er vrezel»


Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Kanada 1 (Aerlu)
Rouantelezh-Unanet 3 (Aerlu)
Zeland-Nevez 2 (Aerlu)
Hollad 6

Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed, pemp anezhe d'an 22 a viz Ebrel 1941 pa gouezhas o c'harr-nij (Vickers Wellington IC marilhet L7798 ha kodet HA-S) etre Lanriware ha Milizag, an hini all pa gouezhas e garr-nij (Spitfire Vb marilhet AA746 ha kodet VZ-K) e Gwiproñvel d'ar 7 a viz Even 1943[8],[9].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[10].
  • Al live 1 oa bet roet d'ar gummun.

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E distro-skol 2016 e oa 120 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (18,3% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[11].

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Kêr Abaoe
Bro-Saoz Yealmton 1988

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 42
  3. Memorial Genweb
  4. Memorial Genweb
  5. Memorial Genweb
  6. Pertes Luftwaffe Finistère
  7. Memorial Genweb
  8. Pertes R.A.F Finistère
  9. Commonwealth War Graves Commission
  10. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  11. Ofis Publik ar Brezhoneg