Mellad 175
Mellad 175 kod kastizel Alamagn (alamaneg: Paragraph 175 des deutschen Strafgesetzbuchs pe §175 StGB-Deutschland) a voe bet krouet evit ar wezh kentañ d'ar 15 a viz Mezheven 1871 ha skarzhet d'an 11 a viz Mezheven 1994.
Hervez ar mellad-se e veze kastizet evel torfed an darempredoù reizhel etre tud eus an henvelep rev ha lakaet e veze er memes sac'h an heñvelrevelezh gant ar zoofiliezh betek 1935.
En holl e voe bet bac'het ha kastizet hervez termenoù ar mellad-se en-dro da 140,000 a dud a-hed ar wezh. Adalek 1935 e voe bet lakaet e pleustr ar Mellad 175 en un doare mantrus-kenañ gant an Nazied, hiraet e voe padelezh ar c'hastiz eus 6 miz betek 5 bloaz en toull, ledanaet e voe an oberioù lakaet da dorfed ha krouet e oa bet ur c'hastiz ispisial evit "torfedoù dreistordinal" ma c'helle bezañ kaset an dud da gampoù-labour e-pad dek vloaz.
|
|
Goude ar brezel ne veze ket lakaet da dorfed ken e Republik Demokratel Alamagn an darempredoù reizhel etre tud deuet eus an hevelep rev adalaek 1968 ha skarzhet e oa bet ar Mellad 175 da vat e 1988.
E Republik Kevreadel Alamagn avat ne oa ket bet skarzhet ar Mellad da vat betek 1994 da geñver adunvanidigezh an div Alamagn.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Loskaberzh an Nazied
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |