Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Moullañ

Eus Wikipedia
moullañ
obererezh, industriezh, servij
Iskevrennad eusprinting technique Kemmañ
Tachenn obererezhioùpoligraphy Kemmañ
Produprinted matter Kemmañ
Istorhistory of printing Kemmañ
Pleustret gantmouller, pressman, book printer Kemmañ
Implijet gantDisivoud protestant Kemmañ
A implijprinting machine Kemmañ
Moullañ gwechall...
... ha moullañ bremañ

Moullañ a reer eus an hollad teknikoù implijet evit eiladiñ a-vras skridoù ha skeudennoù, war baper peurliesañ pe war draoù all.

E Sina e voe moullet an testennoù kentañ, gant tammoù prenn engravet a veze lakaet liv warno hag a veze gwasket war lien pe war baper. Moullet e voe war tammoù seiz ken abred hag an Dierniezh Han (war-dro -220). Ar skouerioù kentañ eus testennoù moullet war baper a voe er VIIvet kantved. A-benn an IXvet kantved e veze implijet an teknik-se da vat e Sina, ha Soutra an Diamant, al levr kentañ a voe moullet evel-se, a zeuas er-maez en 868.

Erruout a reas an teknik-se en Europa a-benn 1300 pe war-dro. Implijet e voe da gentañ evit moullañ war lien. A-benn 1400 e teuas ar paper da vezañ implijet muioc'h en Europa, hag a-benn 1425 e voe ar moulladurioù kentañ war baper. E-kreiz ar XVvet kantved e veze moullet levrioù a-bezh.

Ur bazenn war-raok a voe graet gant Johannes Gutenberg, eus Mainz en Alamagn, pa ijinas lakaat lizherennoù plom distag kichen-ha-kichen en ur framm koad, da lakaat liv war baper. Evel-se e voe ijinet gantañ ar waskerell a dalvezas da ledañ ar moullañ en Europa a-bezh.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger moullañ er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.