Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Lyonesse

Eus Wikipedia
Lyonesse
lec'h mojennel
KevandirEuropa Kemmañ

Lyonesse (pe Lyoness, pe Lyonnesse) eo an anv saoznek ha gallek a roer d'ar rouantelezh vrezhon mojennel a vez lec'hiet er maez d'an Inizi Sillan e mervent Kernev-Veur.

Meneget e vez anv Lyonesse alies gant hini Avalon, un douar mojennel all, ha gant an anv Trevelyan, anv un tiegezh a Gernev-veur, rak hervez ur vojenn lec'hel " pa voe beuzet Lyonesse dindan ar mor ne voe nemet un den anvet Trevelyan a deuas a-benn da dec'hout war e varc'h gwenn". War skoed an tiegezh emañ ar marc'h-gwenn o sevel eus ar mor.

E fin ar marevezh roman e c'holoe an inizi un dachenn vrasoc'h eget hiziv hag un isrouantelezh eus Dumnonia a voe savet enno. Hogozik netra ne anavezer diwar-benn hec'h istor ha damvojennel eo ar rouaned a zo deuet o anv betek ennomp. Gwirheñvel eo e voe adstaget ouzh Dumnonia, marteze pa voe beuzet an darn vrasañ eus he ziriad gant ar mor.

Hervez ar vojenn e voe argased soudarded Arzhur gant tud Mordred betek Lyonesse goude emgann Camlann, met tra ma voe barrek tud Arzhur da dec'hout kuit e varvas re Mordred pa voe beuzet ar vro.

Tostaat a c'haller an anv Lyonesse eus ar ger latin legiones, hag eus Bro-Leon. Tennañ a ra mojenn beuzidigezh Lyonesse da hini Ker Is.

Roll rouaned (mojennel) Lyonesse

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]