Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Lu

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
lu
aozadur armet
Iskevrennad eusaozadur armet Kemmañ
Arvezmilitary affairs Kemmañ
Tachenn labourmilitary science, military affairs Kemmañ
Studiet gantmilitary history, military sociology Kemmañ

Broioù hervez an niver a soudarded e 2009

An arme pe al lu (liester : luioù pe luoz gant Meven Mordiern) a zo ur strollad tud armet, pe hollad an dud armet ez-reoliek war dir ur riez pe ur vroad.

Koulskoude e c'heller gwelout luioù ha n'int ket bodet gant ur riez ofisiel. O vezañ er-maez eus al lezenn etrebroadel e c'hellont pe bezañ trec'h war lu ar riez m'emaint o stourm outañ ha diouzh-se sevel ur riez nevez pe bezañ trec'het pe dizhout un emglev peoc'h. Ul lu a c'hell ivez bezañ nann-milourel pa dalvez ar ger kement hag un bern tud bodet diouzh o intent (Lu ar Salvidigezh da skouer) pe diouzh o stadoù (lu an dud dilabour). Hogos pep riez en deus ul lu, nemet er re vihanañ (Monaco, San Marino, Liechtenstein...) ha n'eus ket a nerzh milourel e Costa Rica dre m'eo berzhet gant e vonreizh.

Aozadur hollel al luioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh lu ar riez ha seul vui m'eo niverus e c'hell ober lu eus un nebeud korfoù milourel strollet. Al luioù-se a vez roet un niver dezho hag ur pennjeneral en o fenn. Da skouer, pep rann an talbenn brezel a zo dezhañ ul lu evit stourm war an hed termenet evitañ. War an holl dachenn vrezel e c'hell bezañ ul lu tachenn rannet etre rannoù-lu o zo renet o obererezhioù brezel gant an penngarter, sez ar pennjeneral. Hemañ a glask lec'hiañ mat ar rannoù-lu, kas darn anezho da lec'hioù an talbenn m'eo ezhomm evit difenn ur bastell-vro pe bouezañ war an enebour.

Rummoù al luioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ e vez luioù riez rannet hervez an araezioù treuzdougen arveret evit brezeliñ warno :

  • an tirlu pe arme-douar m'emañ soudarded troadegerien gopret gantañ bodet e rann an troadegiezh. Gwechall ez ae an droadegerien war droad, met treuzdouget e vezont war girri ordinal pe houarnet,
  • an aerlu evit an nerzhioù milourel treuzdouget gant nijerezioù ha askelloù-biñs,
  • ar morlu evit an nerzhioù milourel treuzdouget gant listri gorre, listri-splujer ha bagoù. Koulskoude e c'heller kavout listri pe nijerezhioù e rannoù luioù-douar zo ha soudarded gouest da stourm war an douar goude bezañ bet treuzdouget war listri (troadegiezh ar morlu),
  • ar milisoù n'int ket luioù e pep degouezh : a-wechoù ez int gwarded-vro dezho ar c'hefridi harpañ al lu reoliek pe a-wechoù nerzhioù polis milouriet.
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan