Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

La Belle et la Bête (film, 1946)

Eus Wikipedia
La Belle et la Bête
Sinema
TitlLa Belle et la Bête Kemmañ
Diazezet warLa Belle et la Bête Kemmañ
Tachennfilm fantasy, film dramael, cinematic fairy tale Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelgalleg Kemmañ
Deiziad embann1946 Kemmañ
SevenerJean Cocteau, René Clément Kemmañ
SenarioourJean Cocteau Kemmañ
KomedianetaJean Marais, Michel Auclair, Josette Day, Mila Parély Kemmañ
Rener ar skeudennaouiñHenri Alekan Kemmañ
Production designerChristian Bérard Kemmañ
SonaozerGeorges Auric Kemmañ
ProduerAndré Paulvé Kemmañ
DasparzherScalera Film Kemmañ
Lec'h an istorFrañs Kemmañ
Aspect ratio (W:H)Academy ratio Kemmañ
Livgwenn-ha-du Kemmañ
Review score96%, 8.9/10, 92/100 Kemmañ
Prizioù resevetLouis Delluc Prize Kemmañ
Diaz embannvideo diwar c’houlenn Kemmañ
Renkadur ar CNCholl bublik Kemmañ
Renkadur EIRIN filmG Kemmañ
Renkadur FilmirodaRummad II Kemmañ
AssessmentTest Bechdel Kemmañ
Endro e-lec'h e tispakkastell Kemmañ


La Belle et la Bête (Ar Goantenn hag al Loen e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Jean Cocteau e 1945.

Fichenn deknikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War ar maez emañ o chom ur marc'hadour, war-nes ober freuz-stal, gant e bevar bugel : ur mab (Ludovic) ha teir merc'h (Adélaïde, Félicie ha Belle). N'eus ket par da emgarantez Adélaïde ha Félicie panevet o imor fall, ouzh o c'hoar Belle dreist-holl hag a vez lakaet da wir vatezh gante. Un deiz ez eo ret d'an tad mont kuit d'ober war-dro e aferioù ha prometiñ a ra degas profoù d'e verc'hed...

Tra m'emañ gant e hent ec'h en em goll an tad en ur c'hoad e-lec'h ma kav ur c'hastell ken iskis ha meurdezus : ober a ra e veno chom ennañ da goaniañ ha da dremen an nozvezh. A-raok loc'hañ e klask kutuilh ur rozenn eus an dibab, c'hoant gantañ d'he degas d'e verc'h Belle. Ha setu dres ma teu perc'henn ar c'hastell war wel : un euzhvil hanter-den, hanter-loen. Hag hemañ da varn an tad d'ar marv anez ma teuio unan eus e verc'hed da gemer e blas. Aotreet eo ar marc'hadour da zistreiñ d'e di eta...

Asantiñ a ra Belle en em aberzhiñ evit saveteiñ buhez he zad ha mont d'ar c'hastell burzhudus m'emañ bev ar melezourioù hag an delwennoù. Semplañ a ra kentañ tro ma par selloù ar Goantenn war baourkezh dremm al Loen. Padal, bep ma tremen an amzer ne ziskouez ket droug an euzhvil ouzh Belle, e mod ebet. Ma krog Belle da vagañ truez outañ tamm-ha-tamm. Gortoz a ra al Loen ma vo respontet ya d'e c'houlenn a garantez gant ar Goantenn, deiz pe zeiz...

Dre m'eo kleñvaet ar marc'hadour ec'h asant an euzhvil ma'z aio Belle d'e gaout gant ma tistroio-hi hepdale. Broudet gant gwarizi an div c'hoar all ez a Ludovic hag Avenant, ur mignon dezhañ piket e galon gant Belle, da gastell al Loen d'e lazhañ ha lakaat o c'hrabanoù war e vadoù. Koll e vuhez a ra Avenant, hag eñ toullet gant ur bir tennet gant unan eus delwennoù al liorzh ma klaske ar paotr diskenn enni...

E-keit-se e oa distroet ar Goantenn da gastell al Loen, hag eñ war e dremevan : dont a ra ar vuhez en-dro ennañ a-drugarez da selloù karantezus Belle paret warnañ. Treiñ a ra al Loen en ur paotr kaer, neuz Avenant warnañ : lakaet e oa bet dindan gazel-ge abalamour ma ne grede er marvailhoù...

Roll ar gomedianed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Paket e oa bet ar Priz Louis Delluc gant ar film e 1946.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Embannet er Magasin des enfants.