Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Os Lusíadas

Eus Wikipedia
Golo Os Lusíadas, embannadur 1572.

Os Lusíadas (distaget [uʒ luˈzi.ɐðɐʃ]) zo ur meurgan portugalek skrivet gant Luís de Camões hag embannet evit ar wech kentañ e 1572. Sellet a reer ouzh an oberenn-se evel an hini bouezusañ en istor al lennegezh portugalek. Er meurgan-se e veuler an ergerzher Vasco da Gama (1469–1524) en doa nevez-kavet un hent da vageal betek Indez. Dek kan zo e-barzh Os Lusíadas ha 1 102 boz zo en holl.

En oberenn eo meulet beajoù moraerien Portugal er XVvet hag er XVIvet kantved. Keñveriet eo bet Os Lusíadas ouzh meurganoù bras evel an Aeneis gant ar barzh latin Vergilius (Iañ kantved kent JK) pe c'hoazh an Ilias henc'hresianek gant Homeros. Skrivet e voe gant Camões pa oa hennezh en harlu e Macau. Moullet e voe e 1572, tri bloaz goude distro ar barzh da Bortugal.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.