Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Judith Leyster

Eus Wikipedia
Judith Leyster emboltred, war-dro 21 bloaz, 1630, en National Gallery of Art, SUA.

Judith Jans Leyster (pe Leijster) ( 28 a viz Gouhere 160910 a viz C'hwevrer 1660) a oa ul livourez izelvroat, kamaradez da Frans Hals.


Ganet eo e Haarlem[1] hag an eizhvet bugel da Jan Willemsz Leyster, breser-bier ha kemener, e oa.

Ma n'ouzer ket penaos e teskas ar vicher eo splann e oa brudet a-walc'h en-krennardez da gaout meneg eus hec'h anv en ul levr nederlandek skrivet gant Samuel Ampzing hag anvet Beschrijvinge ende lof der stadt Haerlem, skrivet e 1621, adwelet e 1626-27, hag embannet e 1628.

Priedoù evurus , gant Judith Leyster, 1630, Mirdi al Louvre.
Nozkan, gant Judith Leyster, 1629, Rijksmuseum.

E 1636 e timezas da Jan Miense Molenaer, ul livour a live muioc'h eviti goude ma ne oa ket ken ampart. Dilojañ a rejont da vont da Amsterdam, ma vije aesoc'h kavout sav d'o oberennoù. 11 vloaz e chomjont eno. 5 bugel o doe, met 3 anezho a varvas en-bugel. Goude ez ejont da Heemstede da chom ha mervel a reas-hi da 50 vloaz.


  1. Harris, Anne Sutherland and Linda Nochlin, Women Artists: 1550-1950, Los Angeles County Museum of Art, Knopf, New York, 1976
  • Chadwick, Whitney, Women, Art, and Society, Thames and Hudson, London, 1990
  • "Leyster, Judith" in Gaze, Delia, ed. Dictionary of Women Artists. 2 vols. Chicago: Fitzroy Dearborn, 1997.
  • Harris, Anne Sutherland and Linda Nochlin, Women Artists: 1550-1950, Los Angeles County Museum of Art, Knopf, New York, 1976
  • Broersen, Ellen, 'Judita Leystar': A Painter of 'Good, Keen Sense', tennet eus Judith Leyster: A Dutch Master and Her World, Yale University, 1993

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • An arzourez en National Museum of Women in the Arts [1]
  • An arzourez en Artcyclopedia [2]