Ifikles
Neuz
Ifikles a c'hall bezañ tri den disheñvel e mojennoù kozh Hellaz.
Breur gevell Herakles
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ifikles (Ἰφικλῆς e gresianeg), mab da Alkmene ha da Amfitrion, a oa breur gevell Herakles, ha kompagnun d'an haroz meur e-pad ur pennad amzer, e mojennoù kozh Hellaz.
Dimeziñ a eure da gentañ da Aotomedousa, hag ur mab en doe ganti, Iolaos, a yeas da-heul e eontr meur a wech.
Dilezel a reas e wreg kentañ evit dimeziñ da eil merc'h Kreon, roue Thebai.
Pan eas Herakles en egar avat e lazhas daou eus e vugale.
Gloazet e voe war-lerc'h un emgann enep roue Elea, ha mervel a eure e Feneos en Arkadia.
Enoret e veze bep bloaz gant lidoù graet gant tud Fenea war e vez.
Daou haroz arall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mab Thestios, unan eus an Argonaoted, hag a yeas da hemolc'hiñ hoc'h-gouez Kalydon, hag a voe lazhet gant Meleagros.
- Un den eus Thessalia, mab da Phylakos, tad da Brotesilaos ha Podarkes.