Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Inger Støjberg

Eus Wikipedia
Inger Støjberg e 2009

Inger Støjberg, ganet d'ar 16 a viz Meurzh 1973 e Hjerk, (Sallingsund, goude 2006 e kumun Skive), e Danmark, zo ministrez danat an enbroañ, ar c'hendeuziñ hag al lojañ abaoe miz Even 2015. Bez e oa bet kannadez er parlamant abaoe dilennadeg 2001 evit ar strollad Venstre, Danmarks Liberale Parti. Bez e oa bet ivez ministrez al labour.

Brudet eo evit bezañ mennet, evel ministrez an enbroañ, da ziskenn ar muiañ ar gwellañ an niver a enbroidi o tont er vro, peogwir e fell dezhi « derc'hel ar c'henstag ekonomikel, sokial ha sevenadurel e Danmark ».

Inger Støjberg gant Sebastian Kurz e Vienna e miz Du 2016

Kroget eo da labourat evel pennskridaozerez ar gazetenn Viborg Bladet, goude-se e voe kazetennerez dizalc'h e 2001 ha goude-se e voe e-penn an embregerezh Støjberg Kommunikation.

Plijet eo Inger Støjberg gant bezañ atahinus dreist-holl da geñver politikerezh Danmark war an enbroidi. N'eo ket chalet tamm ebet gant al ludresadennoù pe tagadennoù a vez graet outi.