Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Henriette Bro-Saoz

Eus Wikipedia
Henriette d'Angleterre

Henriette Bro-Saoz (1644 -1670), pe Henrietta of England , pe Henriette d'Angleterre e galleg, pe Henrietta Anne Stuart of England, pe Henriette-Anne Stuart, a oa ur briñsez saoz hag a zimezas da Philippe de France, dug Orleañs, breur d’ar roue gall Loeiz XIV.

Ganet e oa en Exeter en Devon d'ar 16 a viz Mezheven 1644. Merc'h e oa d'ar roue Charles Iañ Bro-Saoz, roue bro-Saoz ha bro-Skos, ha d'e bried Henriette Bro-C'hall (1609-1669). He mamm a oa merc'h d'ar roue gall Herri IV, ha c'hoar da Loeiz XIII; keniterv kompez e oa neuze da Loeiz XIV. Stuart e oa he zad, Bourbon he mamm.

Pa oa ganet e oa brezel diabarzh etre kostezenn he zad roue ha tud ar parlamant da gentañ, harperien Oliver Cromwell goude. He mamm he doa dilezet anezhi goude he genel da dec'hel da Vro-C'hall gant he serc'heg. Chomet e oa dindan evezh he gouarnerez, Lady Dalkeith, kontez Morton.

He zad a c'houlennas ma vije graet ur vadeziant anklikan dezhi. Goude kollet emgann Naseby, e kasas Charles I e vab Charles, titlet priñs Kembre, da-gaout e vamm da Vro-C'hall. Lady Morton a voe kaset dre heg gant Henriette da-gichen Londrez, met nac'h a reas reién ar bugel d'ar Parlamant gant aon na vije lazhet.

Tec'hel a reas an itron gant ar verc'hig un devezh hañv e 1646 da lez ar roue gall Loeiz XIV, gwisket en koueriadez hag ar verc'hig gwisket en paotrig. Degemeret fall e voe gant mamm ar briñsezig, ha kaset da gaolmoc'ha.

Eured politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henriette prestik goude hec'h eured.

E 1661, da seitek vloaz, e timezas da Philippe I, dug Orléans ("Monsieur"), breur da Loeiz XIV, ha paotretaer touet.

Daoust d'e si brudet e teuas a-benn Fulup d'ober bugale d'e wreg:

Goude he marv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas Henriette e 1670 ec'h addimezas he fried Fulup d'ar briñsez alaman Liselotte von der Pfalz.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.