Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Harlan Ellison

Eus Wikipedia
Harlan Ellison
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHarlan Jay Ellison Kemmañ
Anv-bihanHarlan, Jay Kemmañ
Anv-familhEllison Kemmañ
LesanvCheech Beldone, Phil Beldone Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Mae 1934 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCleveland Kemmañ
Deiziad ar marv28 Mez 2018 Kemmañ
Lec'h ar marvLos Angeles Kemmañ
Abeg ar marvcardiac arrest Kemmañ
PriedLory Patrick, Lori Horwitz, Susan Ellison, talvoud dianav, talvoud dianav Kemmañ
Bugeltalvoud ebet Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Tachenn labourfantasy literature, skiant-faltazi, television screenwriting, lennegezh skiant-faltazi Kemmañ
Bet war ar studi eOhio State University Kemmañ
Lec'h labourNew York Kemmañ
Deroù ar prantad labour1956 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour27 Mez 2018 Kemmañ
Strollad etnekYuzevien amerikan Kemmañ
Relijiondizoueegezh, Jewish atheism Kemmañ
Ezel eusWriters Guild of America, West Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://harlanellison.com Kemmañ

Harlan Jay Ellison, ganet d'ar 27 a viz Mae 1934 hag aet da Anaon d'an 28 a viz Even 2018, a oa ur skrivagner puilh eus ar Stadoù-Unanet. En holl en deus embannet ouzhpenn 1700 istor berr, romantoù, senarioioù, istorioù comics, studiadennoù. Buruteller eo bet ivez war tachennoù lies: lennegezh, filmoù, skinwel, ha mediaoù moullet. E-touez e oberennoù niverus, lod zo bet brudet evel al lodenn eus Star Trek embannet e 1967, The City on the Edge of Forever, gwelet gant lod evel gwellañ rann ar frañchiz Star Trek (skrivet en deus goude-se ul levr a-zivout an darvoud-se gant ar senario orin e-barzh). E oberenn A Boy and His Dog cycle (a voe savet e stumm ur film), hag e istorioù berr I Have No Mouth, and I Must Scream ha Repent, Harlequin!' Said the Ticktockman. Bet e oa ivez embanner hag antropologour evit Dangerous Visions (1967) hag Again, Dangerous Visions (1972). Ellison a voe enoret alies, gant meur a hini (Hugo, Nebula, hag Edgar).

Ellison en doa embannet e oa bet diazezet The Terminator, ar film gant James Cameron, war darvoudoù bet embannet en ul lodenn eus ar stirad skinwel Outer Limits anvet Soldier (1964) a oa bet savet he senario gantañ. Hemdale, an embregerezh produiñ, hag an embanner Orion Pictures, a oa bet kaset dirak al lez-varn hag a oa deuet a-benn da gavout un emglev arc'hant war ur sammad chomet dianav hag ouzhpennet e oa bet war listenn an oberourien labour Ellison. Cameron a oa enebet daonet ouzh klemmoù Ellison hag embannet en doa e oant un "nuisance suit".