Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Hanes Taliesin

Eus Wikipedia

Hanes Taliesin (Istor Taliesin) zo ur skrid kembraek savet er XVIvet kantved gant Elis Gruffydd, ur soudard kembreat eus an arme saoz a oa o terc'hel kêr Calais, a oa d'ar Saozon d'an ampoent.

Er skrid-se eo kontet ganedigezh marzhus ar barzh Taliesin ha displeget peseurt galloudiezhioù hud a oa dezhañ. Troet e voe saozneg en XIXvet kantved gant Charlotte Guest hag embannet a-gevret gant ar Mabinogion.

Un doare damzisheñvel zo bet savet gant John Jones Gellilyfdy (c. 1607). Krediñ a ra d'an arbennigour meur Ifor Williams eo ret klask gwrizioù ar mojennoù-se betek en Xvet pe IXvet kantved .

Tegid Foel (Tegid Voal ) a zo o chom e Kembre, en amzer ar roue Arzhur, gant e wreg Keridwen, un hudourez eus ar re varrekañ. Ur mab zo dezho, vil evel ar seizh pec'hed, drouk evel ur bleiz: Morvran eo e anv, met Afancddu (Avankdu) a vez graet anezhañ abalamour d'e groc'hen teñval. Ur verc'h o deus ivez, Creirfyw hec'h anv, ha "kaer evel an heol".

Morvran ne vez maget nemet kasoni outañ gant an holl. Evit ma vo karet e fell d'e vamm reiñ dezhañ ur galloud hud : an diouganiñ. Evit se he deus ezhomm a louzoù dastumet d'ar c'houlz mat, ha goude e rank o lakaat en ur gaoteriad dour a ranko chom da virviñ e-pad ur bloaz hag un deiz. A-benn ar c'heid-amzer-se ez eus teir zakenn a ra un diouganer gant an hini a gouezhont warnañ. Ar peurrest eus an dourenn n'eo nemet pistri. Un dall kozh, Morda e anv, a zo e garg teurel evezh ouzh ar gaoteriad.

Ur paotrig zo mevel gantañ, Gwion e anv hag eñ a ra war-dro an tan dindan ar gaoter, hag a vesk an dour. Keridwen a ziwall e chomfe dour e-barzh. An euzh a vab a zo lakaet e-tal ar gaoter, dezhañ da gaout an teir zakenn pa zeuy ar c'houlz. Manet ar vamm kousket, setu an takennoù o lammat hag o kouezhañ war viz-meud Gwion Bach (Gwion bihan), hag eñ kenkent da lakaat e viz en e c'henoù, ha da gaout furnez ha gouiziegezh e-lec'h Morvran.

Tarzhañ a ra ar gaoter gant ar pistri zo ennañ, dihuniñ a ra Keridwen ha gouzout a ra Gwion Bach kenkent emañ-hi o vont da c'hoantaat e lazhañ. Hag eñ diflipet diouti er stumm d'ur c'had.

Klevout a ra konnar ar wrac'h ha trouz ar chaseadeg. Pa dro-eñ e gad e tro-hi e ki-hemolc'h. Pa dro-eñ e pesk hag e lamm er stêr e tro hi e ki-dour. Pa dro-eñ en evn e tro-hi e falc'hun. Hag eñ aet skuizh. Neuze e tro en ur c'hreunenn ed ha hi da dreiñ e yar ha d'en debriñ. Brazez e oa anezhi. Ha hi ober he soñj lazhañ ar bugel, o c'houzout e oa Gwion an hini e oa, met pa voe ganet e oa ken brav ma ne c'hallas, ha neuze en lakaas en ur baner lêr hag en taolas er mor.

Hervez ar vojenn e vije bet advabet ar bugel Taliesin gant Elffin ap Gwyddno, mab da Gwyddno Garanhir, ha diouganiñ a eure marv ar roue Maelgwn Gwynedd gant ar vosenn. En istorioù all e teuas da vout un haroz mojennel, kompagnun da Bendigeidfran, ha d'ar roue Arzhur

E vuhez vojennel a gaver e meur a skrid kalz koshoc'h, evel en hini Elis Gruffydd er XVIvet kantved.


Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]