Ki-dour Kanada
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Mustelidae | ||
Iskerentiad : | Lutrinae | ||
Genad : | Lontra | ||
Anv skiantel | |||
Lontra canadensis Schreber, 1777 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ki-dour Kanada (Lontra canadensis) a zo un ezel eus kerentad ar mustelideged hag a vev e stêrioù ha war aodoù norzh Amerika, eus Alaska betek Pleg-mor Mec'hiko. Abaoe donedigezh Europiz eo aet e boblañs war zigresk.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ki-dour Kanada en deus ur c'horf hir gant pavioù berr palvezek hag ul lost hir. Muzuliañ a ra etre 30 ha 50 cm ha pouezañ a ra etre 5 ha 13,6 kg. Ur penn ront ha bihan en deus ha mourroù hir. Brasoc'h eo ar pared eget ar parezed. Gell-du eo e vlevenn gant ur gouzoug gris-arc'hant.
Neuñverien mat eo ar c'hon-dour met gallout a reont diblasañ buan a-walc'h war an douar ivez. O divfron a c'hellont serriñ, ar pezh, gant stankder o blevenn, a skoazell anezho da hemolc'hiñ dindan an dour. Kon-dour Kanada a vev etre 10 ha 15 vloaz en natur met tizhout 25 bloaz a c'hellont er gwarezvaoù.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War an douar emañ douarenn ki-dour Kanada met en dour e vez o hemolc'hiñ. E-barzh meur a annez dourel e vez o chom: lennoù, stêrioù, geunioù pe zoken, e kornioù-bro 'zo, er mor. Alies e kaver anezhañ asambles gant an avanked a grou un endro a glot gant e ezhommoù.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En em vagañ a ra diwar pesked dreist-holl met ne ra ket fae war raned, kresteneged pe bronneged bihan. A-wechoù e chase evned-dour evel an houidi, ar gwazi pe ar c'herc'heized. Oberiantoc'h e vez diouzh an noz pe da vare tarzh an deiz met gallout a ra mont er-maez e-pad an deiz ivez.
Gant musk ha troazh e verk e diriad. Implijout a ra alies douarennoù kleuzet gant anevaled arall ha gallout a ra lazhañ avanked a-benn laerezh o zoull. E fin ar goañv pe e deroù an nevezamzer e ouenn kon-dour Kanada. O re vihan a zoug ar parezed e-pad daou viz. Etre 1 ha 6 menn o deus. Kaset e vez ar pared diwar-dro gant ar parezed pa vez yaouank-flamm ar c'helin. Un nebeud amzer goude e c'hello distreiñ ar pared ha reiñ skoazell da zesevel ar re vihan.
Gwarezva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hemolc'het e veze ki-dour Kanada evit e greoñ hag en abeg eus an dra-se eo aet da get e kornioù 'zo eus e diriad. Aotreet eo an hemolc'h c'hoazh e kornioù-bro ma'z eo fonnus. Enbarzhiet eo bet ivez e rannvroioù lec'h ma oa aet da get, evel pleg-mor Hudson.