Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Karv kuch

Eus Wikipedia
Karv kuch


Tost en arvar (NT)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Artiodactyla
Isurzhad : Ruminantia
Kerentiad : Cervidae
Genad : Elaphodus
Anv skiantel
Elaphodus cephalophus
Milne-Edwards, 1872
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'harv kuch (Elaphodus cephalophus) a zo ur c'harv bihan hag a vev e Sina ha Myanmar. Ar spesad nemetañ eo er genad Elaphodus.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tennañ a ra ar c'harv kuch d'ar muntjak. Etre 17 ha 50 kg eo e bouez, 110 ha 160 cm e hirder (gant ul lost etre 7 ha 16 cm), ha war-dro 60 cm e vent (live e skoaz).

Gris-teñval pe gell eo e vlevenn ha gwenn e gof, e lapennoù, beg e zivskouarn ha dindan e lost. Dont a ra e anv eus ar guchenn vlev war e dal hag a c'hell kuzhat kerniel bihan ar par.

N'eus rakdant ebet en e veg met dent-lagad hir heñvel ouzh stilhonoù.

Pa vez ganet ar menn-karv ez eus div renkennad pikoù war e gein a bep tu d'e livenn-gein. Steuziañ a reont kuit gant an amzer.

Gouennañ a ra e fin an diskar-amzer ha penn kentañ ar goañv ha ganet e vez ur menn pe zaou en hañv goude un dougen 180 deiz.

Dont a ra d'e oad gour etre 1.5 ha 2 vloaz.

An aliesañ e vev ar c'harv-kuch en e-unan hag a-wechoù a-goubladoù. Harzhal a ra pa vez nec'het a-benn kelaouiñ ar c'hirvi all.

Oberiant eo dreist-holl e fin an deiz ha diouzh an noz.

En em vagañ a ra diwar delioù, briñsennoù, frouezh ha geot.

Bevañ a ra e rannvroioù koadek, etre 300 ha 4600 metr a-us live ar mor.