Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Karl Liebknecht

Eus Wikipedia
Karl Liebknecht
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh alaman, Alamagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denKarl Liebknecht Kemmañ
Anv ganedigezhKarl Paul August Friedrich Liebknecht Kemmañ
Anv-bihanKarl, Paul, August, Friedrich Kemmañ
Anv-familhLiebknecht Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Eos 1871 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLeipzig Kemmañ
Deiziad ar marv15 Gen 1919 Kemmañ
Lec'h ar marvBerlin Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Killed byFreikorps Kemmañ
Lec'h douaridigezhThe Socialists' Memorial Kemmañ
TadWilhelm Liebknecht Kemmañ
Breur pe c'hoarOtto Liebknecht, Theodor Liebknecht Kemmañ
PriedSophie Liebknecht Kemmañ
BugelRobert Liebknecht Kemmañ
Paeron pe maeronKarl Marx, Friedrich Engels Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridalamaneg Kemmañ
Place of detentionMoabit Prison Kemmañ
Kondaonet evittreitouriezh uhel Kemmañ
Micherpolitiker, alvokad, reveulzier, embanner Kemmañ
Kargmember of the Reichstag of the German Empire, Member of the Prussian House of Representatives Kemmañ
Bet war ar studi eLeipzig University, Frederick William University Berlin, Humboldt University of Berlin, University of Würzburg Kemmañ
Diplom skol-veurdoktorelezh Kemmañ
Lec'h labourBerlin Kemmañ
Emezelet ouzhKevread spartakour Kemmañ
Strollad politikelSozialdemokratische Partei Deutschlands, Strollad Komunour Alamagn, Kevread spartakour Kemmañ
Partner in business or sportRosa Luxemburg Kemmañ
Perzhiad eGerman Revolution of 1918–1919, Reveulzi spartakour Kemmañ
Skour luGarde-Pionier-Bataillon Kemmañ
Diellaouet gantInternational Institute of Social History, Dielloù Kevredadel Alamagn Kemmañ
LuskadMarksouriezh, antimilitarism Kemmañ
Darvoud-alc'hwezNazi book burnings Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Karl Liebknecht

Karl Liebknecht (13 a viz Eost 1871, Leipzig; 15 a viz Genver 1919, Berlin) a oa ur c'homunour dispac'hour alaman, ezel eus SPD, evel e dad, anvet Wilhelm Liebknecht.

Buan e stourmas evit ma c'helfe ar re yaouank en em aozañ war dachenn ar politikerezh, ha dreist-holl a-enep d'ar soudardegezh. Abalamour d'e levr anvet Soudardegezh hag enep-soudardegezh e voe aozet ur prosez a-enep dezhañ, ha bac'het e voe. E-keit ma oa bac'het e voe dilennet kannad er Reichstag.


A-raok ma krogfe ar Brezel Bed Kentañ e kemeras perzh en un tolpadeg a-enep d'ar brezel, aozet gant strolladoù sokial-demokrat beljian, gall hag alaman e Condé-sur-l'Escaut.

E miz Eost 1914 ec'h embannas e oa a-enep ar vot evit an dispignoù brezel, met asantiñ a reas memestra hag e heuliañ ali e strollad. E miz Kerzu 1914 e voe kentañ kannad ar Reichstag o votiñ a-enep an dispignoù-se, daoust da urzh e strollad politikel. Er bloaz goude e teuas a-benn da gendrec'hiñ ur c'hannad all, Otto Rühle e anv, ha diwezhatoc'h un ugent kannad sokialour bennak.

E penn-kentañ 1915 e savas, asambles gant Rosa Luxemburg, ar strollad spartakour. A-hed ar Brezel Bed Kentañ e stourmas hag e tisplegas ne ranke ket an dud mont da stourm a-enep da broleterien ar broioù, met kentoc'h a-enep da vourc'hizien o bro dezho. Rediet e voe da ober e goñje, met nac'hañ a reas implijout un arm. Da-geñver an emvod bet aozet gant ar strollad spartakour d'ar 1añ a viz Mae 1916 e tistagas ur brezegenn a-enep d'ar brezel, harzet e voe, tamallet e voe outañ bezañ un treitour, ha bac'het e voe. Dieubet e voe pa grogas dispac'h alaman miz Du 1918. Asambles gant Rosa Luxemburg e savas Strollad Komunour Alamagn (alamaneg : KPD). Embannet e voe Republik Weimar, met fellout a rae da Liebknecht ha da Luxemburg kaout ur republik sokialour.

E-kerzh an taol-dispac'h spartakour a-enp da c'houarnamanr sokial-demokrat Friedrich Ebert e voe prest da zegemer un emsavadeg armet. War ar poent-se e voe disemglev etrezañ ha Rosa Luxemburg. An daou anezho a voe harzet ha lazhet gant ar Strolladoù Frank d'ar 15 a viz Genver 1919, diwar urzh Gustav Noske, unan eus pennoù SPD. Hemañ en doa resevet an holl c'halloudoù digant prezidant ar Reich, Friedrich Ebert e anv.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.