Karia
- Ur pennad Caria zo ivez.
Karia (Καρία e gregach, Karya e turkeg) a oa ur vro gozh, pe ur broviñs, e mervent Azia Vihanañ, etre Likia er reter, Frigia en hanternoz, Lidia er c'hornôg, ha Mor Egea er c'hreisteiz.
Hervez Herodotos e oa Minoiz a orin e oa tud Karia. Int avat a lavare e oant tud eus Anatolia, aet da voraerien hag e oant kerent d'ar Vysianed ha da dud Lidia.
Hellened Ionia ha Doria eo a drevadennas ar c'hornôg anezhi hag en em veskas gant tud Karia evit sevel stadoù hellen nevez, en o zouez kêrioù Knidos, pe Halikarnassos. Karianed a veze graet eus an dud orin degouezhet er vro a-raok an Hellened.
Pa deuas ar Bersed e voe savet ur satrapiezh ganto. Ar satraped avat en em zalc'he evel rouaned, evel Mausolos pe e wreg Artemisia II. Gant an impalaeriezh roman e oa ur broviñs roman en Azia.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur yezh anatolek a gomze ar Garianed.
Kêrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Herodotos,
- Mausolos, satrap Karia er IVvet kantved kent JK
- Artemisia II, c'hoar ha pried da Mausolos, satrapez Karia etre 352 ha 350 kent JK
- Ada Karia, c'hoar da Mausolos ha satrapez Karia e 344 kent JK
- Mélancomas Karia, dornataer, trec'h e meur a emgann hep skeiñ taol ebet[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Dion Chrysostome, Discours, 28 et 29.