Kaerell-vras
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Mustelidae | ||
Iskerentiad : | Mustelinae | ||
Genad : | Martes | ||
Anv skiantel | |||
Martes foina Erxleben, 1777 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar gaerell vras, pe fouin, (Martes foina) zo ur bronneg e kerentiad ar mustelideged. Ar spesad mart boutinañ en Europa ar C'hornôg eo.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hir ha moan eo o c'horf, berr o favioù, hir ha blevek o lost. Tizhout a reont 40 - 50 cm ha 2 kg. Gell eo o blevenn gant un tarch gwenn war o gouzoug a ro tro d'o disheñveliñ diouzh ar mart boutin.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'haerelled bras a vez alies o chom en endroioù annezet gant an dud, er grignoloù a-wechoù da skouer. Pa vevont war ar maez e chomont pell diouzh al lec'hioù digor.
Kaerelled bras zo er Stadoù-Unanet abaoe ma'z eus achapet kuit hiniennoù a oa bet degaset di evel loened-ti.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un aneval-noz eo. Kousket a ra diouzh an deiz ha chaseal da serr-noz. Debriñ a ra bronneged bihan, buzhug ha frouezh. Gallout a ra chaseal evned-porzh ivez.
Koulz ar parañ a bad eus miz Even betek miz Eost hag en nevezamzer e vez ganet ar c'helin (etre 2 ha 4 dre dorad).