Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Frongoch

Eus Wikipedia

Frongoch zo ur gêriadenn en hanternoz Kembre, e Gwynedd, e-kichenik Y Bala.

Ur c'hamp-bac'h e voe Frongoch e-pad ar Brezel-bed Kentañ, evit prizonidi alaman da gentañ hag evit Iwerzhoniz goude Emsavadeg Pask 1916. Ouzhpenn 1 800 a vroadelourien eus Iwerzhon a voe bac'het er c'hamp-se. En o zouez e oa tud hag a voe pennoù-bras e brezel dieubidigezh Iwerzhon, evel Michael Collins pe Arthur Griffith. Ollscoil na réabhlóide ("skol-veur an dispac'h") e voe lesanvet ar c'hamp-bac'h gant an dud-se.