Fred Perry
Frederick John Perry (18 a viz Mae 1909, Stockport- 2 a viz C'hwevrer 1995 Melbourne, Aostralia) a oa ur c’hoarier tennis ha tennis taol saoz. E 1975 e teuas da vezañ ezel eus International Tennis Hall of Fame. Kampion ar bed (tennis taol) e voe e 1929.
Ar c’hoarier tennis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dournamant Chelem Meur kentañ a c’hounezas pa oa 24 bloaz (US Championships e Forest Hills, a-enep d’an Aostralian Jack Crawford, ha dindan pemp set (6-3, 11-13, 4-6, 6-0, 6-1.). E 1934 e c’hounezas tri zournamant ouzhpenn : e Sydney (Australian Championships) , a-enep da Jack Crawford (6-3, 7-5, 6-1.), Wimbledon (Jack Crawford : 6-3, 6-0, 7-5.) ha Forest Hills a-enep d’ar c’hoarier amerikan Wilmer Allison (6-4, 6-3, 1-6, 8-6.). E 1935 e voe trec’h e tournamant Roland-Garros hag e hini Wimbledon, an div wech a-enep da Gottfried Von Cramm. E 1936 e voe e rann an amatourien evit ar wech diwezhañ : gounit a reas daou dournamant (Chelem Bras) : e Wimbledon a-enep da Von Cramm (6-1, 6-1, 6-0.) hag an US Championships a-enep da Donald Budge. Hir ha start e voe ar c’hoari (2-6, 6-2, 8-6, 1-6, 10-8.). En holl e c’hounezas eizh titl en tournamantoù pennañ. Teir gwech da heul e c’hounezas gourfenn Wimbledon hep koll an disterañ set. Ar c’hoarier kentañ e voe a c’hounezas pevar zournamant Chelem Bras tennis da heul, met ket er memes bloavezh. Pa zeuas da vezañ c’hoarier a-vicher e c’hounezas un ugent titl bennak, en o zouez daou en U.S. Pro Championships (e 1938 ha 1941). Jack Kramer a skrivas en e vuhezskrid (1979) e oa que Perry e-touez c’hwec’h c’hoarier tennis gwellañ ar bed, goude Ellsworth Vines ha Donald Budge, a-live gant Bill Tilden, Bobby Riggs ha Pancho Gonzales ha gwelloc’h evit Rod Laver.
E zoare da c’hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fred Perry a oa ur c’hoarier bras a-walc’h (1,80 m), ha kreñv e oa ivez, ar pezh a lakae anezhañ da vezañ ur servijour ampart. Gwevn ha buan e oa e c’hoari ivez, a-drugarez d’ar pezh en doa desket pa c’hoarie tennis taol. Brudet e oa ivez evit e varregezh a-fet skeiñ a-gildorn, bole hag e varregezh da chom tost ouzh ar roued a-benn gounit poentoù. Hervez Jack Kramer e vefe bet Fred Perry e-touez c’hwec’h c’hoarier tennis gwellañ ar bed.
Cheñch micher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ar bloavezhioù 1940 e kenlabouras gant Tibby Wegner (c’hoarier mell-droad aostralian) hag asambles e savjont ur merk dilhad evit ar c’hoarierien dennis. An dra gentañ savet ganto a voe un dornell spoue, savet diwar skouer ar serviedennoù en em walc’hiñ. Arouez ar merk, ur gurunenn lore gwriet da live kalon an dud, a zeuas da vezañ brudet-tre. Er Rouantelezh-Unanet e voe brudet ar merk a-drugarez d’ar polo gant bannoù livioù disheñvel dezho war ar vilgin hag ar gouzoug.
Ouzhpenn 90% eus c’hoarierien tennis ar bloavezhioù 1950-60 a voe gwisket gant dilhad Fred Perry. C’hoarierien vrudetañ ar mare-se a wiske o folo Fred Perry, dindan arouez ar merk e vije gwriet pennlizherennoù o anv. Er bed a-bezh e voe brudet ar merk, a gwisket e voe dilhad Fred Perry gant aktourien, rouaned, ha politikourien evel John Fitzgerald Kennedy. Ar polo Fred Perry a zeuas ivez da vezañ arouez meuriadoù tud yaouank evel ar mods hag ar skinheaded.
Dambrezet e voe ar merk er bloavezhioù 1970. Goude-se e voe adprenet gant postourien amerikan pe aostralian. Adalek 1996 e kenlabouras pennoù an embregerezh gant un embregerezh danvez japanat, ar pezh a lakas ar merk da vont war-raok en-dro, dre ma c’hellas tizhout Azia. Hiziv-an-deiz ez eo c’hoazh ur merk diouzh ar c’hiz, dilhad Fred Perry a vez gsiwket gant sonerien, ha kenlabour a vez gant treserien dilhad liesseurt (datsumadeg "Blank Canvas") ha gant krouerien evel ara japanez Rei Kawakubo. Distro eo ivez ar merk e-touez ar c’hoarierien tennis, a-drugarez d’ar c’hoarier skosat Andy Murray. Etre 1992 ha 1994 eo bet gwisket blenerien F1 Williams-Renault gant dilhad Fred Perry.
Disoc'hoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Simpl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trec'h (8)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bloavezh | Deiziad | Tourmanant | A-enep | Disoc'h |
1933 | 3-10 a viz Gwengolo | US Open (tennis) (Forest Hills) | Aostralia Jack Crawford | 6-3, 11-13, 4-6, 6-0, 6-1 |
1934 | 18-27 a viz Genver | Open Aostralia (Sydney) | Aostralia Jack Crawford | 6-3, 7-5, 6-1 |
1934 | 25 a viz Even-7 a viz Gouere | Wimbledon | Aostralia Jack Crawford | 6-3, 6-0, 7-5 |
1934 | 1-12 a viz Gwengolo | US Open (Forest Hills) | Stadoù-Unanet Wilmer Allison | 6-4, 6-3, 1-6, 8-6 |
1935 | 20 a viz Mae-9 a viz Even | Roland-Garros | Alamagn (Trede Reich) Gottfried Von Cramm | 6-3, 3-6, 6-1, 6-3 |
1935 | 24 juin-6 a viz Gouere | Wimbledon | Alamagn (Trede Reich) Gottfried Von Cramm | 6-2, 6-4, 6-4 |
1936 | 22 a viz Even-4 a viz Gouere | Wimbledon | Alamagn (Trede Reich) Gottfried Von Cramm | 6-1, 6-1, 6-0 |
1936 | 3-12 a viz Gwengolo | US Open (Forest Hills) | Stadoù-Unanet Donald Budge | 2-6, 6-2, 8-6, 1-6, 10-8 |
Gourfenn (2)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bloavezh | Deiziad | Tournamant | Trec'her | Disoc'h |
1935 | 4-12 a viz Genver | Open Aostralia (Melbourne) | Aostralia Jack Crawford | 2-6, 7-5, 6-3, 6-2 |
1936 | 19 a viz Mae-1añ a viz Even | Roland-Garros | Alamagn (Trede Reich) Gottfried Von Cramm | 6-0, 2-6, 6-2, 2-6, 6-0 |
Doubl paotred
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Open Aostralia : trec'h e 1934 ; gourfenn 1935
- Roland-Garros : trec'h e 1933
Doubl kemmesket
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roland-Garros : trec'h e 1932
- Wimbledon : trec'h e 1935 ha 1936
- US Open : trec'h e 1932