Estlammadell
Un estlammadell zo ur ger a verk an estlamm. An estlammadelloù zo ur rummad gerioù hag a dalv da huchal, da c’hervel, da reiñ un urzh (da dud pe loened), da ziskouez ur santimant kreñv (levenez, konnar, souezh, tristidigezh, poan, hag all) hag a-daol-trumm, da gemenn enebiezh pe aduadur, urzh pe salud, en ur ger pe en-berr, pe c'hoazh da ziskouez dre vras un drouz bennak (garm ul loen, tarzhadenn, taolioù).
Estlammadell hag ereadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-wechoù e c'hall bezañ ur frazenn, hag anvet eo gant yezhadurourien zo ger-frazenn penegwir e talv kement hag ur frazenn. Distag eo pep estlammadell diouzh kement ger a c'hallfe bezañ pe a-raok dezhi pe war he lerc'h, hadizalc'h diouzh ar c'houblad rener-verb. Ma lavar lod emañ e-maez an ereadurezh.
Doareoù disheñvel an estlammadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- gerioù a denn d'an drouz graet gant an dud (kan, c'hoarzh, paz), loened, pe traoù, hag a zo, gouez da lod, ar gwir estlammadelloù nemeto :
- boudoudoum! c'ha-c'ha! dao! flik-flok! kotokotog ! miaou ! waou-waou
- urzhioù
- urzhioù d'an dud
- war-sav, war-raok, a zo adverboù
- kae, deus, gortoz, klev, selaou, sell, a zo verboù, ne vezont ket degemeret evel estlammadennoù gant an holl
- urzhioù d'al loened, d'ar c'hezeg dreist-holl
- hak, haikel, wichidrou, hei, hei do!
- urzhioù d'an dud
- gerioù berr evel
- Peoc'h!
- Ya ! Nann !
- Eo (pe Geo), Geus, hag a zo verboù ivez
- gerioù saludiñ evel Demat, kenavo, Ciao
- gerioù a verk levenez pe tristidigezh pe boan : a! aiou! Ma Doue !Olé ! Siwazh!
Estlammadell ha trouz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Estlammadelloù a zo da zreveziñ an trouz:
- badadao!
- chik
- dao
- flik-flok
- kotokotog!
- miaou! miniaou!
Estlammadennoù brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- a!
- ac’h!
- ac’hañ! ([a’xã])
- ac’hanta!
- aiou ! pe aiaou!
- allas! (pe alas!)
- arabat! anv-gwan lakaet da estlammadenn a-wechoù
- arsa!
- ba!
- badadao !
- bastik!
- biken!
- biken ken!
- bis, diwar an anv biz
- bis dezhañ!
- biskoazh kemend-all!
- blev ! a lavarer pa ne daper netra, pa vez graet kazeg
- bo !
- boudoudoum !
- boudoudoup
- boulc’hurun! Lakaet da sakreadenn alies evel ar gerioù a ra anv eus foeltr, kurun, tan.
- dal
- dao
- Dao! Dao! war an nor! TBP 2/133
- del
- diwall
- dousik
- ec’h
- ei
- e-leal
- eo, pe geo
- evelkent
- feiz
- foei
- Foei warnañ !
- forzh
- Forzh war ar c’hi-mañ, AVD 363
- Forzh war an daou brofed-se, AVD 2339
- geo
- Geo da!
- Geo 'vat!
- goustadik
- grik
- gwa
- Gwa me!
- hê-hê
- Hê-hê warnañ! TBP 3/240
- hopala
- satordellik
- sell 'ta
- Sell ‘ta piv!
- serpital
- siwazh
- war-dreñv
- war-raok
- war-sav
- yao
- yec’hed
- yec’hedoù
Estlammadelloù relijiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doue
- Doue! Doue!
- Ma Doue! ha mardouen, a seblant bezañ deveradur pe distummadur
- Ma Doue benniget!
- en anv Doue!
- feiz, distummet alies (distaget fi):
- fidambie (['bi:e])
- feiz d'am Doue, pe fidamdoue, lakaet da sakreadenn gant lod, pa vez implijet gant ar gonnar
- fedamdoustek, fidamdoustik, fidamdousik, fedamdoulle,
- an anv Gwerc'hez ne vez ket implijet e-unan
- Gwerc'hez benniget!
- Salver
- ma Salver!
- Salver ar bed!
Da gomz ouzh al loened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelout ar pennad: urzhioù d'al loened