Emgann Cadfan
Neuz
Emgann Cadfan | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||||
Emgannerien | |||||||||
Rouantelezh Ceredigion Ystrad Tywi | Bro-Saoz | ||||||||
Pennoù-brezel | |||||||||
Maredudd Rhys Gryg Maredudd ap Owain | Stephen Bauzan Nicholas de Martin | ||||||||
Niver a emgannerien | |||||||||
milieroù | milieroù | ||||||||
Kolloù | |||||||||
Dianav met nebeut | etre 1000 ha 3000 |
Emgann Cadfan (Brwydr Coed Llathen, pe Brwydr y Cymerau e kembraeg) zo un emgann, pe daou, etre lu Rouantelezh Bro-Saoz ha hini Kembre e 1257. Rak daou emgann a voe e gwirionez, an eil war-lerc'h egile. Ar c'hentañ a voe e Coed Llathen hag an eil en Y Cymerau, e-kichen Llandeilo, e Dyffryn Tywi. Cadfan zo ur ger kembraek savet diwar 'Cad' (kad, emgann) ha 'fan' (man, lec'h), hag a dalv kement ha "lec'h an emgann". Un trec'h bras e voe evit Kembreiz arme Llywelyn ap Gruffudd, priñs Kembre, hag un darn eus lu Bro-Saoz a voe peurzistrujet. Lazhet e voe 3000 Saoz hag ar pennbrezel Stephen Bauzan[1] en o zouez.