Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Dienn

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Chokolad tomm gant koaven foetet war-benn
Boutailhad laezh koavenet ma weler an dienn war-benn
Koaven sof-kont er gwastilli pepito e Madrid.

An dienn, pe koaven, koavon e Treger, zo un danvezenn druz, gwenn he liv, a zo e-barzh al laezh. Dre ma'z eo skañvoc'h eget an dour, a zo elfenn bennañ al laezh, e teu an dienn war gorre pa deu al laezh diouzh tezhioù al loen.
Al laezh-dienn, pe laezh koavenet, pe al laezh livrizh a vez graet eus al laezh n'eo ket bet lamet an dienn dioutañ, hag al laezh diziennet, pe digoavenet, pe diskoavenet, eus an hini hep dienn.
Tri seurt laezh hervez feur an dienn (druzoni) a zo ennañ a vez gwerzhet er stalioù en Europa : laezh diziennet (kazi dizruz), laezh hanter-diziennet (17 gramm a zruzoni dre litr), laezh dienn (34 gramm a zruzoni dre litr).

Dienn hadennet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre silañ enni laktobazhigoù e c'heller fardañ un dienn hadennet a zo fetisoc'h ha trenkoc'h eget an dienn skañv a zeu gant al laezh livrizh. Goude bezañ bet pasteurekaet e vez gwerzhet an dienn hadennet evit he implij er c'heginerezh.

Fardañ amanenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez an dienn evit fardañ an amanenn. Dienn laezh ar buoc'henned a vez implijet peruvuiañ, met laezh ar bualed, ar c'hañvaled hag ar yaked a vez implijet ivez. Dre vasañ kreñv an dienn e c'heller fardañ an amanenn en ur ribod.

Gerioù gant dienn enno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gerioù ha troiennoù deveret

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • diennerez
  • laezh koavenet : laezh naturel, gant koaven ennañ
  • laezh diskoavenet, digoavenet, kignet,  : laezh a zo bet tennet ar goaven anezhañ

Implijet e vez ar ger dienn en un nebeud leoù-touet, marteze e-lec'h ar ger diaoul:

  • Pod an dienn!
  • Sac'h an dienn!


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Dienn er
wikeriadur, ar geriadur frank.