Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Gwirioù mab-den

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gwirioù Mab-Den)
Eleanor Roosevelt o terc'hel skrid spagnolek Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den e 1948.
Ar Bill of Rights e Bro-Saoz e 1689, 100 vloaz a-raok ma voe skrivet Gwirioù Mab-Den gant ar C'hallaoued.

Gwirioù an Den (Gwirioù Bugel-den pe Gwirioù an Dud pe Gwirioù Mab-den) zo ur meizad hag a zo war un dro prederouriezhel, lezennel ha politikel. Embann a reer drezañ ez eus gwirioù diazez da bep hini, heñvel da gement den war an douar, hep derc'hel kont eus al lezennoù e talvoud pe faktoroù lec'hel all evel an orin kenelel, ar vroadelezh pe ar relijion.

E-touez ar gwirioù-se emañ ar gwirioù keodedel, politikel, ar gwir da gaout buhez ha frankiz, frankiz da gomz ha d'en em zisplegañ, ar gevatalded dirak al lezenn, gwirioù kevredigezhel, sevenadurel hag armerzhel, ar gwir da gaout boued, ul labour, hag un deskadurezh.

Bez' ez eus neuze gant kement den — ne vern e statud sokial — gwirioù « enstag ouzh holl izili an denelezh hag o gwirioù par ha diwerzhus »[1], ha dre-se e c'hall bezañ enebet ouzh kement degouezh d'ar gevredigezh ha d'ar galloud. Gwirioù an den zo dre ret hollvedel ha kevatal, ne glotont ket gant reizhiadoù ha renadoù diazezet war ar mennozh e vefe ur ouenn, ur bobl, ur rummad, ur strollad pe un den dreist ar re all ; ne glotont ket kennebeut gant mennozh sevel ur gevredigezh a vefe gwelloc'h, o lazhañ pe o waskañ ar re a harzfe kement-mañ.

Termenadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E brezhoneg

« Gwirioù an Den » a gaver meneg anezhañ dija e fin an XVIIIvet kantved pa voe lakaet da werzennoù « Declarasion Guiriou an Den »[2]. Kavout a reer ivez an droienn-se e « Disklêriadur hollvezel Gwirioù an Den » e 1995 [3].

Kavout a reer meneg eus « Gwirioù Mab-den », pa oa bet troet « Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den » e 1998[4]. Eeunoc'h eo implij « an Den » e-skoaz « Mab-den », p'emañ mab-den tostoc'h d'ar relijion gatolik. Meneg a gaver eus « bugel-den » ivez, a vez implijet muioc'h-mui er media brezhonek, met ken eeun all eo ober gant « an Den ».

E yezhoù all

E yezhoù all evel e galleg ez eus tabut war beseurt ger implijout (homme pe humain) daoust ma voe aliet ober gant humain. An tabut-se zo abalamour d'ar gêr Homme (Mab-den) ha lakaat a ra a-gostez ar merc'hed dreist-holl, pa sell ouzh an holl ar gêr humain[5] .

N'eus diviz ebet diwar-benn se er bedoù saoznek ha spagnolek da skouer, peogwir e vez implijet « Human Rights » ha « Derechos Humanos ».

Ruilhenn Kuresh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ruilhenn Kuresh, miret er British Museum.

« Diaes eo lavaret da beseurt mare resis e voe krog meizad gwirioù an den. Un doare treuzkompren hon devez war an istor : "gwelet" a reer hiziv an deiz roudoù eus ar meizad-se en testennoù kozh »[6]. Ruilhenn Kuresh a vez lakaet da « gentañ karta evit gwirioù an Den » alies neuze, daoust m'eo kamm a-fet istor.

Engravet e oa bet er pri diwar c'houlenn Kuresh ar Meur goude ma voe trec'h war Babilon e -539. Dizoloet e voe en-dro e 1879 ha troet e 1971 gant Aozadur ar Broadoù Unanet en holl yezhoù ofisiel.

War ar ruilhenn e lenner temoù kustum ar ren e Persia : ober gant relijionoù a bep seurt, diskar ar sklaverezh, frankiz da zibab e vicher hag astenn an impalaeriezh. En hengoun mezopotamian emañ afer bezañ ur roue reizh (ar skouer kentañ a anavezer eo hini ar roue Urukagina eus Lagash, a rene er XXIVvet kantved kJK). Anavezout a reer ivez Hammurabi e Babilon, gant e god eus an XVIIIvet kantved kJK.

Perzhioù nevez zo en enskrivadur Kuresh avat, dreist-holl evit a sell ouzh an divizoù diwar-benn ar relijion.

An diell-mañ a ra anv eus an darvoudoù a-raok aloubadeg Babilon, ha goude-se e vez displeget an divizoù tapet gant Kirus II evit Babiloniz : ren e peoc'h, dieubiñ tud zo diouzh al labourioù a veze sellet oute evel direizh, reiñ d'an divroidi ar gwir da zistreiñ d'o bro orin ha lezel delwennoù an doueed bet kaset da Vabilon da zistreiñ d'o santualioù orin. Embann a ra ez eo distag penn-da-benn e impalaeriezh diouzh ur relijion resis.

Daveoù all en Henamzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwirioù naturel pe a denn d'an den a vez meneget splann dija.

  • En Ethika Nikomacheia gant Aristoteles ez eus kaoz eus pennaenn an dellezegezh hag an doujañs a rank kement den kaout da-geñver egile [7].
  • E Pensées gant Marcus Aurelius ha Tusculanes gant Cicero (war mennozh ar jus hominum, « gwirioù an Den »), diwar Platon [8].
  • En testennoù relijiel (evel an Dek Gourc'hemenn, a c'hourc'hemenn gwir d'ar vuhez, d'an enor, hag all) [9] , [10].
  • Gant sant Paol, er Bibl, el lizher kentañ d'ar Gorintiz, a gomz eus an den diabarzh (« an hini a chom start en e galon, an hini n’eo ket rediet met a zo er c’hontrol mestr eus e volontez »), o lavaret ez eus gwir gantañ dibab evitañ e unan, hervez e volontez dezhañ e-unan[11].
  • E testennoù lennegel, evel ar pezh-c'hoari Antigone gant Sofokles (nemet ne ouzer ket hag un hengoun pe get eo al lezenn a zo meneget gant Antigone) pe brederouriezhel hepken, evel e testennoù luskad ar stoiked.

Hervez an eskob gall Dominique Mamberti e voe tennet gwirioù an Den, ar re a zo anezhe en Istor Europa hag ar re a voe implijet er bed a-bezh gant an aozadurioù etrebroadel, diwar Edit Milano [12]. Embannet e voe an edit a zoujañs-se e 313 gant an impalaer Kustentin I evit aotreañ ar gristenien da vezañ frank diouzh ur redi relijiel. Frankiz ar relijion hag an emskiant zo gwirioù kentañ an Den eta.

Daveennoù all en Afrika

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oadvezh arnevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Disklêriadur Gwirioù Mab-Den ha Keodedour, degemeret gant Bodadeg Vroadel Bro-C'hall d' 26 a viz Eost 1789, gant Jean-Jacques Le Barbier.

Ar mennozh ez eus gwirioù kentañ pe « gwirioù naturel » d'an den abalamour m'eo den zo a-gozh ha hollvedel.

Ar pezh a dermen meizad gwirioù an Den eo ar c'hoant d'o lakaat splann el lezenn (dre gomz pe dre skrid), da anzav o implij hollvedel ha da reiñ un dalvoudegezh lezennel kreñvoc'h eget forzh petore reolad all. Ober a reer gant un doare embannadenn, kentoc'h eget gant ar reolennoù ordinal a vez evit lakaat e pleustr ar reoladoù lezennel ; ar gerioù implijet zo re an testenioù ez eus anezho dija, sklaer d'an holl hag a anzaver, kentoc'h eget ur c'henemglev boutin a c'haller tabutal warnañ. Harpet e vez ar gwirioù-se da vezañ reizh abalamour ma vezont anzavet a-unvouezh. Menegoù a gaver eus Doue pe ar relijion enne met dister eo. Lakaat ar gwirioù-se e pleustr zo distag diouzh ar relijion, forzh pe hini e vefe. An dizalc'hiezh-se a ya d'ober an diforc'h pennañ etre diazezoù prederouriezhel gwirioù an Den ha re ar gwirioù doueel (o c'houzout ez eo boutin d'an daou rummad gwirioù-se ar mennozh ma 'z eus reolennoù hollvedel ha padus). N'eus meneg ebet eus nep relijion e gwirioù an Den, estreget gant an termen « Spered dreist » en Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour e 1789, rak sañset e vez lakaet gwirioù an Den da dalvezout en un doare dizalc'h ha distag diouzh ar soñjoù ha mennozhioù relijiel.

Mennozh gwirioù an Den a gaver er Grennamzer. Lavaret e vez ez int gwirioù an Den eus ar rummad kentañ [13] :

  • ar Magna Carta (1215) ; pouezus eo an destenn-mañ met ne voe implijet e gwirionez nemet adalek ar XVIIvet kantved evel ur benveg da stourm a-enep diharzveliezh ar Stuarted ;
  • an Daouzek Pennad e 1525 ;
  • ar Goulennadeg evit ar Gwirioù e 1628 ;
  • Lezenn an Habeas Corpus, 1679 (diazez ar gwir kastizel) ;
  • ar Bill of Rights e 1689 ; sellet e vez outañ er bed angl-ha-saoz evel diazez ar mennozhioù a-vremañ diwar-benn gwirioù an Den.

An darempredoù etre Europiz hag an henvroidi en Amerika diouzh un tu hag ar forbannerezhioù kentañ en Afrika, ma veze kaset d'ar « Bed Nevez » er XVIvet kantved, diouzh an tu all a voe deroù ar stourm evit gwirioù an Den, gant Bartolomé de las Casas ha pab an Iliz katolik da skouer, gant al lizheroù Veritas ipsa ha Sublimis Deus bet embannet gant Paol III e 1537.

Bez' e voe ur stumm da wirioù an den hag ar c'heodedour hag a oa diazezet war ar patrom kozh, a voe skrivet e 1755 gant Bonreizh ar Jeneralad Pascal de Paoli e Korsika (Stad demokratel kentañ Kantved ar Sklêrijenned hervez Voltaire ha Jean-Jacques Rousseau). Tapet e voe skouer warnañ gant Lafayette ha [[Thomas Jefferson}} da c'houde evit Bonreizh Stadoù-Unanet Amerika. E bonreizh Korsika e kaver deroù gwirioù an Den en un demokratelezh (evel disparti ar galloudoù hag ar mouezhiañ hollek).

Kentañ disklêriadur gwirioù an den (1776)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ Disklêriadur Gwirioù an Den e voe hini Stad Virginia en SUA. Skrivet e voe gant George Mason (1725-1792) ha degemeret gant Kenemglev Virginia d'an 12 a viz Mezheven 1776 (anvet The American Bill of Rights e saozneg).

Adkemeret e voe al lodenn vrasañ gant Thomas Jefferson evit skrivañ disklêriadur gwirioù an Den a oa e-barzh Disklêriadur Dizalc'hiezh ar Stadoù-Unanet d'ar 4 a viz Gouere 1776. Tapet e voe harp warnañ ivez gant an trevadennoù all evit skrivañ o disklêriadur, ha gant ar Vodadenn c'hall evit Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour. Awenet e voe Disklêriadur Hollvedel Gwirioù an Den gantañ ivez (votet e voe gant an ABU e 1948).

Disklêriadur gwirioù an den hag ar c'heodedour (1789)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Vodadenn Vroadel e Bro-C'hall a zivizas kerkent hag ofisiel sevel Disklêriadur Gwirioù an Den hag ar C'heodedour, a voe degemeret d'ar 26 a viz Eost 1789 ha kadarnaet gant Loeiz XVI e miz Here. Lakaet e voe an disklêriadur-se da rakskrid e Bonreizh 1791. Divizoù ha tabutoù a voe adalek 1790 (burutellet e voe gant Edmund Burke, James Mackintosh diwezhatoc'h, Jeremy Bentham, ha difennet gant Thomas Paine). Ne voe ket anzavet gant ar pab Pi VI rak soñjal a rae dezhañ ne c'halle ket klotaat gant al lezenn naturel na gant hini an Iliz. Ne oa ket kaoz eus ar merc'hed e Disklêriadur 1789. Ouzhpennet e voe e 1948 e Disklêriadur Hollvedel Gwirioù an Den (ABU) gant sikour Eleanor Roosevelt meizad ar gevatalded etre ar reizhoù. Ouzhpennet e voe ar gwirioù an « eil rummad » (gwirioù sokial) ivez ennañ.

Disklêriadur hollvedel gwirioù an den (1948)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pouezus-bras eo plas aozadur ar Broadoù Unanet evit a sell ouzh ofisielaat ha brudañ gwirioù an Den. Ar ger "hollvedel" a voe skrivet en titl "Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-Den" e 1948 en Aozadur ar Broadoù Unanet diwar mennozh ar politiker gall René Cassin (1887-1976). N'eus redi ebet gant an Disklêriadur-mañ, e-skoaz ar C'henemglevioù etrebroadel pa vezont sinet ha peurwiriekaet gant ar broioù a denn dezhe.

Ur meizad war astenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenderc'hel a ra prederouriezh gwirioù an Den da vont war-raok evit sklaeraat o implij, o anien hag o abeg da vezañ.

  • Gwirioù an Den zo gwirioù a zo gant an dud pe ar strolladoù ; ret eo d'ar Stad ha d'an ensavadurioù doujañ outo ha gwiriañ e vezont doujet.
  • Dilammadus int : ne c'hallont ket bezañ lamet, evit ur prantad pe da viken, dre gaer pe dre heg.
  • Hollvedel int peogwir int diazezet war ar poell ha n'eo ket war perzhioù sevenadurel.

Hervez stourmerien gwirioù an Den hiziv an deiz e ranker sevel ha skoazellañ reolennoù etrebroadel, a vo talvoudus evit an holl vroioù hag evit an holl bobloù, gant ar gwir da emellout diouzh an dro. Diaes eo lakaat anezhe da hollvedel [14] abalamour ma sav diaesterioù rak techet eo ar bed gant ar geñverelouriezh (ar mennozh e c'hallfer lakaat pep tra keñver-ha-keñver, ha n'eus ket a wirionez rak disheñvel eo savboent pep hini). Ur preder pouezus-kenañ eo evit ar brederouriezh bolitikel a-vremañ.

War astenn ez a meizad gwirioù an Den ha dre-se e weler meur a « rummad » gwirioù.

Rummadoù gwirioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kentañ rummad

Er rummad kentañ emañ gwirioù an Den evit a sell ouzh gwirioù « keodedel ha politikel » (gwirioù frankizour kentoc'h). Ar pal e oa difenn an den diouzh ur Stad hag a voustre ar geodedourien alies-mat.

Alies e tiforc'her etre :

  • ar frankizoù hiniennel : gallout a ra kement hini « bezañ gouest da ober kement tra na ra ket drouk d'ar re all ». Setu lod anezhe :
    • frankiz ar c'horf, ha da gentañ ar gwir da vevañ, berzañ ar sklaverezh ivez, berzañ ar jahinerezh hag ar c'hastizoù spontus pe zisprizus, ha berzañ ar bac'hañ diouzh ar c'hoant (Habeas corpus). ;
    • frankiz ar familh (frankiz da zimeziñ, ar maberezh, hag ar vuhez prevez hiziv an deiz) ;
    • perc'henniezh prevez (ouzhpennet e Disklêriadur 1789 evel gwir naturel ha dilamus, melladoù 2 ha 17) ;
    • frankiz ar c'hevratoù (mellad 1134 Kod Keodedel Bro-C'hall ).
  • Ar frankizioù politikel, da lavaret eo :
    • ar gwir da votiñ ;
    • ar gwir da stourm ouzh ar gwask ;
    • ar gwir d'en em vodañ e peoc'h

Tennañ a reont, e-touez lod all, da frankiz ar relijion, an emskiant, arc'helenn, ar c'hehentiñ, ar gevredigezh, hag all.

Eil rummad

En eil rummad emañ ar gwirioù « armerzhel ha sokial ». Kaoz zo aze da gaout gwirioù briegezh ha bevañ mat (deskadurezh, yec'hed, hag all). Levezonet e voent gant ar sokialouriezh dre vras. Setu amañ un nebeud skouerioù :

  • gwir da labourat ;
  • gwir da gaout ur surentez sokial ;
  • gwir d'an deskadurezh ;
  • gwir d'ober harz-labour (1864) ;
  • frankiz ar sindikadoù (lezenn Waldeck-Rousseau d'an 21 a viz Meurzh 1884).
Trede rummad

En trede rummad a wirioù n'eo ket bet termenet mat gwirioù zo ha n'int ket anzavet mat bepred. Burutelladennoù a voe graet d'ar rummad kentañ a wirioù ha dre-se e voe gwirioù all en XIXvet kantved evel gwirioù ar merc'hed da skouer, hag en XXvet kantved evit gwirioù an eil rummad : betek ar bloavezhioù 1970 ha 1980 e kendalc'has an enebiezhioù c'hoazh.

Setu ar gwirioù a zo anezhe :

Pevare rummad

N'eo ket sklaer danvez ar rummad-se ha n'eo ket bet savet diwarne un destenn veur evel ma vez evit gwirioù an div rummad kentañ. Tennañ a rafent da wirioù an dud vunut (bugale, tud kozh, tud nammet).

An diforc'h gant ar rummadoù kent a vefe ez int stag d'an Den a vev en ur gevredigezh (hag e c'hall ar frankiz mont war hent ar gevatalded a-fet traoù/danvez). Kaoz zo er 4vet rummad gwirioù da gaout gwirioù evit an den evel spesad[15]. Ar gwirioù nevez-se a denn dreist-holl da wirioù an dud a reer ivez gwirioù subjektivel anezhe (e-keñver ar gwirioù liammet ouzh ezhommoù ar vuhez a-stroll anvet gwirioù objektivel).

Doujañ da wirioù an Den er bed hiziv an deiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ ur roll degouezhioù ma ne vez ket doujet da wirioù diazez an Den, hervez Disklêriadur hollek gwirioù an Den.

  • Nac'hañ lakaat da « Den » tud ur strollad, ur ouenn pe ur relijion (melladoù 2 ha 6).
  • Ober gant ar baotred hag ar merc'hed evel pa ne vefent ket keit (mellad 2).
  • Ober gant strolladoù disheñvel, a ouenn pe relijiel evel pa ne vefent ket keit (mellad 2).
  • Lakaat en arvar buhez, frankiz ha surentez an dud (mellad 3).
  • Gwerzhañ pe implijout un den evel sklav (mellad 4).
  • Ober gant kastizoù kriz, spontus pe dismegañsus war un den, evel ar jahinerezh (mellad 5).
  • Ne vez ket gwarezet an dud a-enep an droukziforc'h en un doare keit (mellad 7).
  • Nac'hañ un difenn lezennel efedus d'an dud a zo bet gwallgaset (mellad 8).
  • Kastizañ diouzh ar c'hoant pe dre zibab untuek, hep gwir da gaout ur prosez reizh (mellad11).
  • Gwazourien ar Stad oc'h emellañ diouzh ar c'hoant e buhez personel pe brevez an dud (mellad 12).
  • Difenn d'ar geodedourien kuitaat pe distreiñ d'o bro (mellad 13).
  • Nac'hañ ar frankiz da ezteurel pe frankiz ar relijion (melladoù 18 ha 19).
  • Nac'hañ ar gwir da emellañ d'ur sindikad (mellad 23).
  • Nac'hañ ar gwir da gaout un deskadurezh (mellad 26).

War evezh e vez aozadurioù e-maez-gouarnamant ma vo doujet gwirioù an Den, evel Amnesty International, Kevredad Etrebroadel evit Gwirioù an Den, Human Rights Watch, Aozadur Bedel a-enep ar Jahinerezh, Freedom House, International Freedom of Expression Exchange hag Anti-Slavery International. N'eus ket kalz broioù a zouj gwirioù an Den penn-da-benn, hervez Amnesty International. En o danevell diwar-benn gwirioù an Den a oa bet embannet e 2004 (a denn d'ar bloavezh 2003) e oa an Izelvroioù, Norvegia, Rouantelezh Danmark, Island ha Costa Rica ar broioù nemete o doa doujet gwirioù an Den ar muiañ [16].

N'emañ ket gwirioù an Den e talvoud hag anzavet evel gwirioù a c'haller goulenn groñs ouzh ar Stad doujañ oute en holl vroioù ma'z int bet embannet, da lavaret eo n'eus ket hentoù proseziñ evit o lakaat da dalvezout bepred. Lezioù-barn rannvroel zo koulskoude, evit gwareziñ gwirioù an Den, evel Lez-varn Europa Gwirioù Mab-Den ha Lez-varn etreamerikan gwirioù an Den. Strollegezhioù evezhiañ etrebroadel zo ivez, evel Poellgor gwirioù an Den er Broadoù Unanet da skouer.

  1. (br) Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den 1948, Rakger - § 1
  2. (fr) Declarasion Guiriou an Den - Tezenn H. Peaudecerf, 2002
  3. (br) Kelaouenn « Kentañ gweladenn ar pab e Breizh » - 1996 - p. 12
  4. (en) (br) Office of the High Commissioner of Human Rights - United Nations
  5. (fr) Haut Conseil à l’Égalité
  6. (fr) Catherine Gauthier, Droit européen des droits de l'homme. Sirey, 2016, p. 11 (ISBN 9782247154296).
  7. (fr) Guy Palayret, La société, le droit et l'État moderne. Ellipses Marketing, 1998, p. 83 (ISBN 9782729848484)
  8. (fr) Jean Carpentier, L'émergence des droits de l'homme en Europe. Éditions du Conseil de l'Europe, 2001, p. 253 (ISBN 9789287145123).
  9. (fr) Bibl Louis Segond (1910), Exode]
  10. (fr) Jean-Nazaire Tama, Droit international et africain des droits de l'homme. L'Harmattan, 2012, p.420 (ISBN 9782296963290)
  11. Lizher kentañ Paol d'ar Gorintiz, pennadoù 7-37 ha 7-38.
  12. (fr) News.Va, 14/12/2013.
  13. (fr) Muriel Fabre-Magnan, Introduction au droit. Presses universitaires de France, 2018, p. 47 (ISBN 9782715406902).
  14. (fr) Sutter, Alex : Que signifie « universalité des droits humains » ?
  15. (fr) Convention d'Oviedo et ses Protocoles. Kavet : 29/09/2024..
  16. (en) Amnesty International Report 2004 (ISBN 9780862103545).