Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Gras (fuzuilh)

Eus Wikipedia
Fusil d'Infanterie Modèle 1874
Skeudenn ar pennad Gras (fuzuilh)Ur fuzuilh Gras pe "Modèle 1874" stumm M80 (kemmet e 1880)
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Un-tenn, karget dre he c'hulasenn, dre vorailh
Munisionoù 11 mm Gras
8 mm Lebel
Produerien Manufacture d'Armes de Châtellerault
Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Manufacture d'Armes de Tulle
Steyr
Mare implij 1866–1874 (Bro-C'hall)
Pouez ha muzulioù
Mas 4,200 kg
Hirder 1.310 mm
Hirder ar c'hanol 795 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 200 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 454 m/s
Endalc'h Fuzuilh un-tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar fuzuilh Gras, pe hervez hec'h anv ofisiel Fusil d'infanterie modèle 1874, e oa ar fuzuilh gentañ implijet gant arme Bro-C'hall a rae gant kartouchennoù metal, an 11 mm Gras.

Goude ar brezel e 1870 e tibabas Prusia ar fuzuilh Mauser 1871 evit hec'h armeoù. Homañ a oa kambret evit kartouchennoù nevez-savet e metal penn-da-benn, pa oa ar Chassepot gall oc'h ober gant kartouchennoù paper c'hoazh[1]. Diwar atiz ar c'horonal gall Basile Gras e 1874 e voe adkambret fuzuilhoù Chassepot evit ur gartouchenn vetal nevez, skoet en he c'hreiz, enni poultr du hag ur vannadell 11 mm. 170.000 skouerenn eus ar Chassepot a voe kemmet evel-se, hag e voent anvet Modèle 1866-74[2].

2.250.000 skouerenn all nevez a voe savet gant ar MAS dindan an anv Modèle 1874[2]. Ur c'hemm a voe degaset e toull-skarzhañ ar gazoù goude darvoudoù-tennañ e 1880 (stumm M80)[1]. En diskar-amzer 1914 e oa re izel an niver a fuzuilhoù Lebel evit pourveziañ holl soudarded Frañs da vare ar Brezel-bed Kentañ. Divizet e voe neuze adkambriñ fuzuilhoù Gras evit ar c'halibr 8 mm Lebel[2]. Roet e voent da soudarded an adreñv dreist-holl.

Daou stumm berroc'h eus ar Gras a voe savet evit ar c'hanolierezh hag ar marc'hegerezh.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) HUON Jean, Le fusil Gras et les campagnes de la IIIème République, Éditions du Brévail, 336 p. ISBN 9782491741075
  1. 1,0 ha1,1 (fr) Le fusil d'infanterie de 11 mm GRAS, modèle 1866-74, modèle 1866-74 M80, modèle 1874 et modèle 1874 M80 war Armes Françaises (lennet d'ar 15/09/2024)
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (fr) Fusil modèle 1874 M 80/M 14 « Gras » d’infanterie, war lec'hienn Mémorial de Verdun - Champ de Bataille (lennet d'ar 15/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan