Gatianus
Gatianus, pe Gatian, pe Gasian hervez brezhonekadurioù zo, (251-304) a oa kentañ eskob Teurgn, war-dro dibenn an IIIde kantved ha deroù ar IVe kantved.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an istorourien gristen e voe kaset, gant ar pab Fabian, eus Roma da C'halia, e-kerzh konsulvezh an impalaer Decius ha Vettus Gratus, e 250 CE, gant c'hwec'h eskob all, da avielañ ar vro.
- da Deurgn e voe kaset Gatianus
- da Arle, Trophimus
- da Narbonne, Paul
- da Doloza Saturnin
- da Bariz, Denez
- da g-Clermont, Austromoine
- da Lemojez, Martial .
E Lyon avat e oa kristenien dija, hag Irenaeus a oa bet an eskob kentañ.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne ouzer tost netra diwar e benn, nemet e ranke kuzhat da lavarout an oferenn. Mervel a reas sioul goude 50 vloaz en e garg eskob, a lavarer. Koulskoude n'en dije bevet nemet 53 bloaz.
Goude e varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe 1357 emañ iliz-veur Teurgn en e anv. A-raok e oa en anv Maurice d'Agaune.
Sant Martin a deue alies, a-hervez, da bediñ war e vez.
Gouel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lidet e vez d'an 18 a viz Kerzu.