Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Bydgoszcz

Eus Wikipedia
Bydgoszcz gwelet eus an oabl
Iliz sant Andrzej Bobola

Bydgoszcz (distaget [ˈbɨdgɔʃʧ] e poloneg, Bromberg en alamaneg) zo ur gêr vras eus Polonia, e kember ar stêrioù Brda ha Wisła (Vistula). Kêr-benn rannvro Kujawsko-Pomorskie eo, asambles gant Toruń.

Gant 358 337 a annezidi (2014), hag ouzhpenn 400 000 den o chom en tolpad-kêrioù, ez eo an eizhvet kêr vrasañ e Polonia.

Roet e voe gwirioù ur gêr da v-Bydgoszcz e 1346, gant Kazimir III, roue Polonia. Er XIVvet kantved e oa ur greizenn a bouez evit kenwerzh an ed hag an holen. E 1772 e voe staget ouzh Rouantelezh Prusia evit ar wech kentañ, evel un tamm mat eus kornôg Polonia. Etre 1815 ha 1871 e voe e Dugelezh Veur Poznań. Staget e voe ouzh an Impalaeriezh Alaman e 1871, dindan an anv Bromberg. Goude ar Brezel Bed Kentañ hag emsavadeg 1918-1919 e teuas da Bolonia en-dro.

Ur skol-veur zo e Bydgoszcz, Skol-veur Kazimierz Wielki, meur a skol uhel all, ur mirdi, ur c'hoarigandi, un aerborzh, hag ur c’hroashent a bouez eo evit hentoù-houarn Polonia.

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.