Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Bloavezh ar Pemp Impalaer

Eus Wikipedia
Septimius Severus e Gliptotek München.

Bloavezh ar Pemp Impalaer a vez lavaret eus ar bloaz 193 abalamour d'ar pemp den a glaskas bout impalaer Roma neuze.

D'an 21 a viz Kerzu 192 e voe lazhet an impalaer Commodus ha d'an 1 a viz Genver 193 e voe embannet e oa bet anvet ar prefed Pertinax da impalaer gant ar Sened.

D'an 28 a viz Meurzh e voe drouklazhet Pertinax gant Gwarded pretorian, ha lakaet e voe Didius Julianus en e lec'h. Hennezh avat a voe godiset gant an engroez ha ne voe ket degemeret na gant ar Sened na gant an armeoù. Septimius Severus a voe anvet da impalaer gant an armeoù en Pannonia, Pescennius Niger ivez en Siria, ha Clodius Albinus en Enez Vreizh.

Septimus Severus a lakaas e arme da gerzhout war-du Roma ma voe lazhet Didius Julianus. Emglev a reas gant Clodius Albinus, ha mont da vrezeliñ ouzh Niger. Goude e lazhas Clodius Albinus en 196.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]