Benimerined
Benimerined pe Merinided (en arabeg : مرينيون (marīnīyūn) pe بنو مرين (Banū Marīn), en berbereg ⵉⵎⵔⵢⵏⴻⵏ (Imrinen) (1244-1465) eo an anv a vez roet roet d'ar bobl Banu Marin, izili eus un Impalaeriezh berber Zenata, a oa diazezet en Maghreb al-Aqsa (hanternoz Maroko). En XIIIvet ha XIVvet kantved, e voe darnoù eus Andalouzia hag eus reter Magreb dindan o beli, e-pad ur pennad berr. E Fez e oa o c'hêr-benn, ganto e voe savet eno ar c'harter Jdid, ha kalz a vonumantoù.
Kreskiñ a reas o galloud e servij an almohaded, ha kemer a rejont kêr Fez e 1248. En 1269 e voe diskaret an Almohaded ganto ha kemeret Marrakech. Entre 1275 ha 1340 e skoazellent rouantelezh Granada diouzh taolioù-bount ar gristenien, met faezhet e voent en emgann Tarifa gant armeoù Kastilha ha Portugal ha ne daoljont ket troad ken e ledenez iberia ken.
En 1358 e voe lazhet Abu Inan Faris, gant ur vizir, ha neuze e krogas mare o diskar. Ret e voe dezhe leuskel Portugaliz ha Spagnoled d'en em ziazezañ war an aodoù.
War o lerc'h e teuas an dierniezh Wattásid.